Sul ar Beuz

Sul ar Beuz pe Sul ar Bleunioù zo ur gouel kristen mont-dont, d'ar Sul a-raok Sul Fask hervez an deiziadur katolik. Lidañ a reer neuze donedigezh Jezuz da Jeruzalem hag an degemer brav graet dezhañ hervez ar pevar Aviel[3].

Jezuz oc'h antren e Jeruzalem war un azen. Kartenn gant ur skeudenn eus ar Bibl eus deroù an XXvet kantved. Antreal en ur gêr war gein un azen a oa un arouez peoc'h hervez an hengoun[1],[2].

E kalz ilizoù kristen e vez ingalet barroù palmez benniget (skoulmet e stumm krommelloù alies) d'ar feizidi. Abalamour ma'z eo diaes pourchas barroù Palmez da-geñver al lid-se e broioù zo abalamour d'an hin e vez implijet alies barroù deliaouek beuz, ivin, haleg pe gwez all eus ar vro.

Diazez er Bibl hag arouezelezh kemmañ

Donedigezh Jezuz da Jeruzalem, livadenn en iliz-parrez Zirl, en Aostria.

E danevell ar pevar aviel, e antre Jezuz e Jeruzalem war-dro ur sizhunvezh kent e zasorc'hidigezh[4],[5],[6],[7],[8].

Hervez an avieloù e antreas Jezuz e Jeruzalem war un azen, hag an dud en degemere a ledas o mantilli war al leur dirazañ, hag a lakaas ivez barroù gwez bihan war an douar.

An azen a c'hell bezañ un dave d'un arouez eus hengoun ar reter a ra anezhañ un aneval a beoc'h, er c'hontrol d'al loen-kezeg, zo ul loen brezel[9] Ur roue a antree e kêr war varc'h pa veze en imor brezeliañ ha war un azen pa felle dezhañ diskouez e teue e peoc'h. Jezuz war un azen a oa arouez priñs ar peoc'h.[10],[11].

E kalz lec'hioù eus ar Reter-Nesañ kozh e oa ar c'hiz goleiñ gant un dra bennak an hent ma tremene unan bennak a soñjed e oa dellezek eus ar brasañ enorioù. En Testamant Kozh (Rouaned 9:13) e taneveller e oa graet evel-henn en enor da Jehu, mab Jehoshafad. An Avieloù a zanevell e oa graet ivez en enor da Jezuz. En holl avieloù e reer anv eus tud a led o dilhad war hent Jezuz hag a droc'h broen e-kichen n'eus nemet en Aviel Sant Yann e reer anv eus barroù palmez. Ar barroù palmez a oa un arouez trec'hlid ha viktor en hengoun yuzev, hag implijet int evel-henn e lodennoù all eus ar Bibl (da skouer Leviticus 23:40 ha Diskuliadur 7:9). Abalamour da se eo deut da vezañ arouezius hag a-bouez an abadenn-se.

El liderezh kemmañ

Deiziadoù Sul ar Beuz
2010–2022
Diouzh an deiziadur gregorian
BloazKornôgReter
2010miz Meurzh 28
2011miz Ebrel 17
2012miz Ebrel 1miz Ebrel 8
2013miz Meurzh 24miz Ebrel 28
2014miz Ebrel 13
2015miz Meurzh 29miz Ebrel 5
2016miz Meurzh 20miz Ebrel 24
2017miz Ebrel 9
2018miz Meurzh 25miz Ebrel 1
2019miz Ebrel 14miz Ebrel 21
2020miz Ebrel 5miz Ebrel 12
2021miz Meurzh 28miz Ebrel 25
2022miz Ebrel 10miz Ebrel 17

Kristeniezh ar c'hornôg kemmañ

Da vare Sulvezh ar beuz, en iliz katolik, evel e kalz Ilizoù katolik ha breuriezhoù luterek, e vez benniget ar barroù palmez (pe barroù ur spesad all en hinoù yenoc'h) gant ar sparf e diavaez an iliz (pe en diabarzh pa vez re yen e-kichen an nor). Ur brosesion a vez ivez gant ar gloer hag ar golisted, ar Barrezianiz, ha kement zo...

Notennoù kemmañ

  1. Mazhev 19-28 gant William David Davies, Dale C. Allison 2004 ISBN 0567083756 p 120
  2. Yann 12-21 gant John MacArthur 2008 ISBN 9780802408242 p 17-18
  3. Marc'h 11:1-11, Mazhev 21:1-11, Lukaz 19:28-44, Yann 12:12-19
  4. The people's New Testament commentary gant M. Eugene Boring, Fred B. Craddock 2004 ISBN 0664227546 p 256-258
  5. The Bible Knowledge Background Commentary: Matthew-Luke, Volume 1 gant Craig A. Evans 2003 ISBN 0781438683 p 381-395
  6. The Synoptics: Matthew, Mark, Luke gant Ján Majerník, Joseph Ponessa, Laurie Watson Manhardt 2005 ISBN 1931018316 p 133-134
  7. The Bible knowledge background commentary: John's Gospel, Hebrews-Revelation gant Craig A. Evans ISBN 0781442281 p 114-118
  8. Matthew 21:1-11]], Mark 11:1-11, Luke 19:28-44 John 12:12-19
  9. Matthew 19-28 gant William David Davies, Dale C. Allison 2004 ISBN 0567083756 p 120
  10. Matthew 19-28 by William David Davies, Dale C. Allison 2004 ISBN 0567083756 page 120
  11. John 12-21 by John MacArthur 2008 ISBN 9780802408242 pages 17-18

Levrlennadur kemmañ

  • Charlez ar Gall, pennad diwar-benn Sul ar Beuz, e-barzh Les Cahiers de l'Iroise, ni. 1, 1964. Adembannet e-barzh Breiz o veva - Vivre la Bretagne, Emgleo Breiz, 2011.

Gwelet ivez kemmañ