Seizh Marzh an Henved

monumantoù heverkañ a veze gwelet en Henamzer

Seizh marzh ar bed e oa ar monumantoù heverkañ a veze gwelet en Henamzer. Abred-kenañ e oa savet rolloù eus ar marzhoù a veze implijet gant ar veajerien. Lakaet int bet war gont Herodotos, Diodoros Sikilia, Antipater Sidon, Strabon ha Filon Bizantion.

Seizh Marzh an Henved
Wonders of the World, seven wonders
SevenadurHenc'hres Kemmañ
StadHenegipt, Babilon Kemmañ
Seizh Marzh ar bed (a gleiz da zehou, diouzh ar c'hrec'h betek an traoñ): Piramidenn vras Gizah, Liorzhoù a-istribilh Babilon, Templ Artemis Efezos en Efezos, Delwenn Zeus Olimpia, Mozoleon Halikarnassos, Keurzelwenn Rodos ha Tour-tan Aleksandria evel ma oant bet treset er gant un arzour izelvroat eus ar XVIvet kantved, Marten Heemskerk

An istorour Herodotos (484 kent J.-K., 425), al lenneg Kallimakos Kirene (305 kent J.-K., 240) e mirdi Aleksandria, o dije savet rolloù eus ar "Seizh Marzh" abred-kenañ met kollet eo o skridoù ha ne chom ken menegoù anezhe.

Al levrig anvet War sujed Seizh Marzh ar Bed (Περὶ τῶν Ἑπτὰ Θεαμάτων) lakaet war gont Filon Bizantion, a veve e diwezh an IIIde kantved kent J.-K, a oa skrivet er Vvet pe er VIvet goude J.-K. kantved moarvat, daoust ma skriv an aozer evel ma vije Keurzelwenn Rodos en he sav c'hoazh. Adembannet eo bet en embannadur Aelian gant R. Hercher (Teubner, 1858).

Stumm koshañ ar roll zo en hon c'herz a oa kendastumet gant Antipater Sidon, a zeskrivas anezhe en ur varzhoneg war-dro 140 kent J.-K. :

Roll ar Seizh Marzh kemmañ

  1. Piramidenn vras Gizah (Egipt) (ar « marzh » nemetañ zo chomet en e blom)
  2. Liorzhoù a-istribilh Babilon ;
  3. Delwenn aour-hag-olifant Zeus olympat en Olimpia ;
  4. Templ Artemis Efezos ;
  5. Mozoleon Halikarnassos ;
  6. Keurzelwenn Rodos, en Enez Rodos ;
  7. Tour-tan Aleksandria.
SavadurdeiziadLec'hSaverDeiziad distrujAbegPal ar savadur
Piramidenn C'houfou-2550GizahEgiptizAr marzh nemetañ zo chomet en e sav hizivSavet e oa evit beziañ ar faraon C'houfou
Liorzhoù a-istribilh Babilon-600BabilonBabilonizGoude ar I kantved kent J.-K.DiasurSavet e oant evit mouez Nabukodonosor
Delwenn aour-hag-olifant Zeus olimpat-435OlimpiaGresianedVIvet kantvedTangwallSavet e oa en enor da Zeus evel ar c'hoarioù olimpek
Templ Artemis-550EfezosLidiz, Gresianed, Persed-370TangwallSavet en enor d'an doueez Artemis
Mozoleon Halikarnassos-351HalikarnassosKariaiz, Persed, Gresianed1494Kren-douarSavet e oa da veziañ Satrap Caria, Mausolus
Keurzelwenn Rodosetre -292 ha -280RodosGres hellenadek-224Kren-douarSavet e oa e koun trec'h Rodosiz war Demetrios Iañ Poliorketes (-304).
Tour-tan AleksandriaIIIde kantved kent J.-K.AleksandriaEgipt hellenadek1303-1480Kren-douarDiskouez a rae hent porzh Aleksandria a-raok e zistruj en XIIvet kantved

Levrlennadur kemmañ

  • D'Epiro, Peter, ha Mary Desmond Pinkowish, "What Are the Seven Wonders of the World? and 100 Other Great Cultural Lists". Anchor. 1998. ISBN 0-385-49062-3

Liammoù diavaez kemmañ


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.