Vinstrihreyfingin - grænt framboð

Strollad glas an tu kleiz (islandeg :Vinstrihreyfingin - grænt framboð) a zo ur strollad politikel islandat bet krouet e 1999 gant un nebeud dilenndi en Alþingi a savas a-enep kendeuziñ strolladoù an tu kleiz islandat e Samfylkingin. Diazezet eo programm ar strollad war ar sokialouriezh demokratel, ar wregelouriezh ha difenn an endro. Stourm a ra ivez evit ma kemerfe perzh ar geodedourien e merañ o bro war-eeun. Sevel a ra a-enep emezeliñ Island e NATO, a-enep ma'z afe Island en UE, hag a-enep aloubadeg Iraq hag Afghanistan gant arme SUA. Sevel a ra ivez a-du gant stourm ar Balestiniz.Ezel eo eus Unvaniezh c'hlas ha kleiz an Norzh.

E-tro 3 000 ezel a zo ennañ. Steingrímur J. Sigfússon eo a zo prezidant ar strollad, Katrín Jakobsdóttir a zo bezprezidantez, ha Drífa Snædal a zo sekretourez.

Da-geñver dilennadeg ar parlamant e 1999 e tapas kaout 9,1% eus ar mouezhioù, da lavaret eo 6 dileuriad en Alþingi. 5 dileuriad a dapas e dilennadeg 2003 (8,8%) hag e 2007 e tapas kaout 9 dileuriad (14,3% eus ar mouezhioù).

E 2009 e kemeras perzh er gouarnamant kenunaniezh gant Samfylkingin. En dilennadeg da-heul e kreskas e niver a gannaded (9 da 14) ha e teuas da vezañ trede strollad politikel brasañ Island (21,7% eus ar mouezhioù).

En dilennadegoù kemmañ

DilennadegNiver a vouezhioùDregantadDileuridiDisoc'h an dilennadeg
Dilennadeg parlamant Island 199915 1159,1%6Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island 200316 1298,8%5Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island 200726 13614,3%9Trec'h Strollad ar frankiz
Dilennadeg parlamant Island 200940 58021,7%14Trec'h an Emglev sokial-demokrat

Kannaded ha ministred kemmañ

AnvAbaoeTitlPastell-vro
Steingrímur J. Sigfússon an 23 a viz Ebrel 1983Prezidant ha ministr an argant, al labour-douar hag ar peskerezhpastell-vro biz
Katrín Jakobsdóttiran 12 a viz Mae 2007kenbrezidantez ha ministrez an deskadurezhpastell-vro Reykjavíkurkjördæmi norður
Ögmundur Jónassonan 8 a viz Ebrel 1995ministr ar yec'hedpastell-vro gevred
Kolbrún Halldórsdóttir an 8 a viz Mae1999ministr an endropastell-vro Reykjavíkurkjördæmi suður
Jón Bjarnason an 8 a viz Mae 1999kannadpastell-vro gwalarn
Álfheiður Ingadóttir an 12 a viz Mae 2007kannadpastell-vro Reykjavíkurkjördæmi suður
Árni Þór Sigurðsson an 12 a viz Mae 2007kannadpastell-vro Reykjavíkurkjördæmi norður
Atli Gíslason an 12 a viz Mae 2007kannadpastell-vro su
Þuríður Backman an 8 a viz Mae 1999kannadpastell-vro biz

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ