Post-ar-vezh
Post-ar-vezh, post-an-dalc'h, post-ar-c'holier, post-an-dro-c'houzoug, bouilhouer a reer eus ur post, e koad pe e maen, savet e-kreiz ur gêr hag a veze staget outañ an dud kondaonet gant al lez-varn evit ober dezho ur vezhekadenn dirak ar bobl. Gallout a rae an den kondaonet chom stag aze pe e-pas un nebeud eurvezhioù hepken pe a-hed meur a zevezh, dindan ar seizh amzer.
Iskevrennad eus | architectural structure, Kolonenn, small monument, punishment and restraint equipment ![]() |
---|---|
Implij | Skourjezañ, mezhekaat ![]() |
Prantad | Krennamzer, Amzerioù modern ![]() |
Deiziad divodadur | 1790s ![]() |
Roll elfennoù | list of whipping posts of Portugal ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8f/Schandpfahl.png/170px-Schandpfahl.png)
Peurvuiañ e veze taolet legumaj brein, loened marv pe vein d'an dud a veze mezhekaet evel-se. A-wechoù e varvent gant an taolioù plantet gant an dremenerien, dreist-holl pa veze tamallet dezho bezañ muntrerien griz.
Hiziv c'hoazh e weler postoù-ar-vezh graet e mein e lod kêrioù en Europa.
- E Braine-le-Château, Brabant Wallonia, Belgia
- E Mons, Belgia, kuzhet gant ur feunteun
Istor
kemmañMeneget ez eus bet postoù-ar-vezh e meur a vro e-kreiz ar Grennamzer.
- E romant Victor Hugo, Notre Dame de Paris, e oa bet staget Quasimodo ouzh post-ar-vezh, hag Esmeralda an hini a zeuas da reiñ da evañ dezhañ.
- E Salvador da Bahia e Brazil, eo brudet karter ar Pelourinho ("post-ar-vezh" e portugaleg), a zeuer da weladenniñ eus pevar c'horn ar bed. Gwechall e veze diskouezet eno ar sklaved kastizet gant an drevadennerien.
Kelc'henn-wanañ
kemmañAlies e veze graet gant un doare bihanoc'h : plenk a veze lakaet en-dro da zaouarn pe divc'har an den kondaonet, ur gelc'henn goad anvet kelc'henn-wanañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/29/Girls_in_stocks_at_Turku_Medieval_market_2015.jpg/260px-Girls_in_stocks_at_Turku_Medieval_market_2015.jpg)
Kondaonidi vrudet
kemmañ![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e7/Microcosm_of_London_Plate_062_-_Pillory%2C_Charing_Cross_edited.jpg/260px-Microcosm_of_London_Plate_062_-_Pillory%2C_Charing_Cross_edited.jpg)
- Ar beleg irienner Saoz Titus Oates (1649-1705) e 1685 e Londrez.
- Daniel Defoe (~1660-1731), oberour Robinson Crusoe, e 1703 e Charing Cross abalamour d'e flemmskrid, The shortest Way with the Dissenters ("An doare berrañ gant an disrannidi"), ma kinnige lazhañ an dud na oant ket a-du gant ar gouarnamant. Bleunioù a voe taolet dezhañ gant ar bobl.
- An iriennerez svedat Magdalena Rudenschöld (1766-1823) e 1794 e Stockholm.
- Ar Skosad Thomas Cochrane, 10vet kont Dundonald (1775-1860) e 1814, e-pad un eurvezh dirak yalc'h kenwerzh Londrez.