Deiziadur japanek

D'ar c'hentañ a viz Genver 1873 e oa degemeret an Deiziadur gregorian e Bro-Japan, gant anvioù mizioù hengounel hag ar pep brasañ eus ar gouelioù, kent 1873 avat e veze implijjet un deiziadur loarel-hag-heolel a zeue eus an Deiziadur sinaek[1]. Implijet e vez atav an oadvezhioù hengounel eus Bro-Japan.

Koinobori, bannielloù e stumm koied, zo kinkladurioù diouzh ar c'hiz da vare Devezh ar vugale
Ar livadenn-se war voger Shin-Ochanomizu, un arsav eus metro Tokyo a lid Hazuki, an eizhvet miz.

Bloavezhioù kemmañ

Abaoe ma oa degemeret an deiziadur gregorian ez eus bet implijet teir reizhiad da gontañ ar bloavezhioù e Bro-Japan :

  • Ar bloavezh impalaerel (皇紀, kōki) diazezet war diazezadur mitologel Japan gant an impalaer Jimmu e 660 kent J.K..
  • An anv oadvezh (年号, nengō) diazezet war ren an impalaer zo e penn ar vro. Ar bloavezh 2011 eo ar bloavezh Heisei 23
  • Anv ar bloavezh en deiziadur gregorian (西暦, seireki)

Eus an tri doare-se, an div re ziwezhañ hepken vez implijet en ur feson voutin. Implijet e oa an deiziadur impalaerel eus 1873 betek diwezh a Eil Brezel Bed.

Mizioù kemmañ

Anvioù japanek ar mizioù a dalvez ger-ha-ger "loar gentañ", "eil loar", ha kement zo. Savet e vezont eta diwar an niver a glot gant ar miz ha gant ar ger gatsu ("loar"):

miz Genver一月(ichigatsu)
miz C'hwevrer二月(nigatsu)
miz Meurzh三月(sangatsu)
miz Ebrel四月(shigatsu)
miz Mae五月(gogatsu)
miz Mezheven六月(rokugatsu)
miz Gouere七月(shichigatsu)
miz Eost八月(hachigatsu)
miz Gwengolo九月(kugatsu)
miz Here十月(jūgatsu)
miz Du十一月(jūichigatsu)
miz Kerzu十二月(jūnigatsu)

(Alies-kenañ e vez implijet sifroù arabek gant kanji al Loar, evel 3月, war ar pemdez.)

Anvioù hengounel ar mizioù kemmañ

Ouzhpenn-se pep miz en deus un anv hengounel, implijet c'hoazh e tachennoù zo evel ar varzhoniezh. E-mesk an daouzek anv, shiwasu a vez implijet stank c'hoazh hiziv an deiz. Gallout a reer ivez kavout an anvioù-se ivez e deroù ul lizher pe ur brezegenn da reiñ da santout koulz ar bloaz. Lod anezhe evel yayoi ha satsuki, a dalvez ivez da anv-badez (evit ar merc'hed). Klevet a reer ivez an anvioù-se ur wezh an amzer er jidaigeki, abadennoù skinwel a-vremañ, hag e filmoù diwar-benn ar prantad Edo pe ur prantad koshoc'h.

Setu amañ da-heul anvioù ar mizioù :

  • Miz kentañ : mutsuki (睦月?)[2]
  • Eil miz : kisaragi (如月?) pe kinusaragi (衣更着?)
  • 3e miz : yayoi (弥生?)
  • 4e miz : uzuki (卯月?). An u-no-hana (卯の花) zo ur boked, eus ar genad Deutzia[3].
  • 5vet miz : satsuki (皐月?) pe sanaetsuki (早苗月?)
  • 6vet miz : minatsuki (水無月?). An arouezenn 無, a dalvez "hep" da gustum, zo ateji amañ, da lâret eo, ne dalvez ken evit ar soniad "na". En anv-se an na zo ur rannig perc'hennañ, ha Minazuki a dalvez "miz an dour", ha n'eo ket "miz hep dour", oc'h ober dave da veuzadenn ar parkeier riz, ma implijet kementadoù bras a zour[4].
  • 7vet miz : fumizuki (文月?)
  • 8vet miz : hazuki (葉月?). en henjapaneg, ar miz a oa anvet 葉落ち月 (haochizuki).
  • 9vet miz : nagatsuki (長月?)
  • 10vet miz : 神無月 (kaminazuki or kannazuki, "Miz an doueed"). An arouezenn 無, a dalvez "hep" da gustum, zo ateji amañ, da lâret eo, ne dalvez ken evit ar soniad "na". En anv-se an na zo ur rannig perc'hennañ, ha kaminazuki a dalvez "miz an doueed", ha n'eo ket "miz hep doueed"[5] Koulksoude e oa treuzkomprenet, hag e vez komprenet peurliesañ evel ar miz hep doueed rak e-doug ar miz-se en em vod holl ar gamied Shintoek e lec'h pirc'hirinaj Izumo Taisha e proviñs Izumo (e Prefeti Shimane hiziv an deiz), ha n'eus doue ebet e peurrest ar vro. Hag e proviñs Izumo e veze graet kamiarizuki (神有月 pe 神在月?) anezhañ. An displegadenn-se an hini a vez meneget peurliesañ en oberennoù ar c'hornôg.[6] Kalz etimologezhioù disheñvel zo bet kinniget.[7].
  • 11vet miz : shimotsuki (霜月?)
  • 12vet miz : shiwasu (師走?). An anv-se a ra dave d'ar veleien a vez bec'h warne e-pad ar miz-se abalamour da brientiñ gouelioù Shogatsu (Kalanna).

Nota bene:' An deiziadur kozh a veze implijet e Bro-Japan a oa un deiziadur loarel diazezet war an deiziadur sinaek, hag ar bloavezh hag ar mizioù a zeraoue 3 pe 7 sizhun diwezhatoc'h evit an deiziadur gregorian a vez implijet bremañ. N'eo ket reizh eta lakaat ar miz kentañ da glotañ gant miz Genver.

Rannoù ar miz kemmañ

Implijet e vez ur sizhun seizh devezh e Bro-Japan, hervez an Deiziadur gregorian. Kregiñ a ra gant ar Sul avat. Ar sizhunvezh seizh devezh, dezhi anvioù deiz a glot war-eeun gant ar re a vez implijet en Europa, a vijje bet degaset da Vro-Japan war-dro 800. Implijet e veze ar reizhiad er steredouriezh hepken pe dost betek 1876, nebeut amzer goude ma oa degemeret an Deiziadur gregorian gant Bro-Japan en un doare ofisiel. Fukuzawa Yukichi zo unan eus ar re o deus bet ar muiañ a bouez en diviz da zegemer ar reizhiad-se da envel deizioù ar sizhun. Dont a ra an anvioù diwar anvioù ar pemp planedenn a c'haller gwelet gant an daoulagad hepken, anvet o-unan diwar pemp elfenn ar brederouriezh sinaat (aour, prenn, dour, tan, douar), ha diwar anv al Loar hag an Heol (yin ha yang).

JapanegRomanekadurElfennAnv brezhonek
日曜日nichiyōbiHeolSul
月曜日getsuyōbiLoarLun
火曜日kayōbiTan (Meurzh)Meurzh
水曜日suiyōbiDour (Merc'her)Merc'her
木曜日mokuyōbiKoad/gwezenn (Yaou)Yaou
金曜日kin'yōbiMetal/Aour (Gwener)Gwener
土曜日doyōbiDouar (Sadorn)Sadorn

E Bro-Japan e vez rannet ivez ar mizioù e tri frantad 10 devezh tamm-pe-damm. Pep hini zo anvet jun (旬). Ar c'hentañ eo jōjun (上旬); an eil, chūjun (中旬); an diwezhañ, gejun (下旬). Implijet e vezont alies da ober anv eus ar mare en un doare resis. Da skouer : "Alies e vez ar wrez-se e jōjun miz Ebrel"; "Emeur o c'hortoz ur votadeg e gejun ar miz-mañ."

Deizioù ar miz kemmañ

Pep devezh eus ar miz en deus un anv dezhañ e-unan savet en un doare direoliek, peurliesañ diwar anvioù niver an devezh :

1一日tsuitachi (a-wezhioù ichijitsu)17十七日jūshichinichi
2二日futsuka18十八日jūhachinichi
3三日mikka19十九日jūkunichi
4四日yokka20二十日hatsuka
5五日itsuka21二十一日nijūichinichi
6六日muika22二十二日nijūninichi
7七日nanoka23二十三日nijūsannichi
8八日yōka24二十四日nijūyokka
9九日kokonoka25二十五日nijūgonichi
10十日tōka26二十六日nijūrokunichi
11十一日jūichinichi27二十七日nijūshichinichi
12十二日jūninichi28二十八日nijūhachinichi
13十三日jūsannichi29二十九日nijūkunichi
14十四日jūyokka30三十日sanjūnichi
15十五日jūgonichi31三十一日sanjūichinichi
16十六日jūrokunichi 

(Alies-kenañ e vez implijet ar sifroù arabek, evel 14日, war ar pemdez.)

Tsuitachi zo ur stumm emdroet eus tsukitachi a dalvez kentañ devezh ar miz. En deiziadur hengounel e veze graet 晦日 misoka eus devezh diwezhañ ar miz. Hiziv an deiz e vez kalz stankoc'h implij an niveroù 28-31 mui nichi. Koulskoude e ve implijet alies misoka en anvioù kevradoù etc., da lavaret e vo paeet un dra bennak an devezh diwezhañ eus ar miz, forzh petore deiziad e vefe. Devezh diwezhañ ar bloaz zo 大晦日 ōmisoka (an Devezh diwezhañ bras).

Implijet e vez alies ar ger kichijitsu (deiz mat) da-geñver al lidoù evel en ul lizher da bediñ unan d'un eured pe devezh savadur un dablezenn vaen koun. N'eo ket anavezet gant al lezenn neoazh ha ne c'hell ket bezañ implijet en un testamant.

Devezhioù gouel kemmañ

Un devezh en em gav etre daou zevezh gouel zo un devezh dilabour. Evel-se, ar 4 a viz Mae zo un devezh dilabour bep bloaz. Pa zegouezh un devezh gouel d'ar Sul, an devezh kentañ n'eo ket un devezh dilabour (ul lunvezh da skouer) a zeu da vezañ unan.

DeiziadAnv e brezhonegArouezioù japanekRomaji
1 a viz GenverKala-bloaz元日Ganjitsu
2 a viz C'hwevrerDevezh an oad-gour成人の日Seijin no hi
11 a viz C'hwevrerDevezh savidigezh ar vro †建国記念の日Kenkoku kinen no hi
20 pe 21 a viz MeurzhDevezh kedez an nevezamzer春分の日Shunbun no hi
29 a viz EbrelDevezh Shōwa *昭和の日Shōwa no hi
3 a viz MaeDevezh koun ar vonreizh *憲法記念日Kenpō kinenbi
4 a viz MaeDevezh ar glazur *みどり(緑)の日Midori no hi
5 a viz MaeDevezh ar vugale *子供の日Kodomo no hi
3e lunvezh miz GouereDevezh ar mor海の日Umi no hi
3e lunvezh miz GwengoloDevezh an doujañs evit ar re gozh *敬老の日Keirō no hi
23 pe 24 a viz GwengoloDevezh kedez an diskar-amzer秋分の日Shūbun no hi
Eil lunvezh miz HereDevezh ar sport hag ar yec'hed体育の日Taiiku no hi
3 a viz DuDevezh ar sevenadur文化の日Bunka no hi
23 a viz DuDevezh anaoudegezh evit al labour勤労感謝の日Kinrō kansha no hi
23 aviz KerzuDeiz-ha-bloaz an impalaer天皇誕生日Tennō tanjōbi

† Devezh hengounel ma vije bet savet Bro-Japan gant an impalaer Jimmu e 660 kent J.K..

* Lodenn eus ar sizhun alaouret


Liammoù diavaez kemmañ

-->

Daveoù kemmañ

  1. The Japanese Calendar History, National Diet Library, Japan, 2002
  2. Can you tell me the old names of the months?
  3. 卯月」で始まる言葉 - 国語辞書の検索結果 - goo辞書
  4. - 国語辞書の検索結果 - goo辞書
  5. Entries in the standard dictionaries Daijisen大辞泉(Shogakkan小学館), Daijirin大辞林(Sanseido三省堂), Nihon Kokugo Daijiten日本国語大辞典(Shogakkan 小学館).
  6. Da skouer, Ian Reader and George J. Tanabe, Jr., Practically Religious: Worldly Benefits and the Common Religion of Japan, University of Hawaii Press, 1998, p 178
  7. An Nihon Kokugo Daijiten日本国語大辞典 (Shogakkan 小学館) a ra anv eus 9 ouzhpenn.