.44-40 Winchester

Ar .44-40 Winchester, anvet ivez .44 Winchester, .44 WCF (Winchester Center Fire) pe .44 Largo er broioù spagnolek, zo ur munision armoù-tan hiniennel krouet ha gwerzhet adalek 1873 gant an embregerezh stadunanat Winchester evit ar garabinenn Winchester Model 1873. Dont a ra e anv eus e galibr (.44) ha deus ar gargad poultr du a oa ennañ (40 greunenn). Anvet e voe .44-40 pa grogas an embregerezh Union Metallic Cartridge Co. da broduiñ e stummoù dezhañ e-unan.

.44-40 Winchester
Skeudenn ar pennad .44-40 Winchester

Ur gartouchenn .44-40 Winchester
Perzhioù
Kalibr.44
Bro orinBanniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mare implijAbaoe 1873
Doare douilhezBourled
Doare skeiñe-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell10,8 mm (0,427 meutad)
Hider an douilhez33,1 mm
Hider ar gartouchenn40,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadellEtre 13 ha 15 g
Tizh o vont e-maez V0Etre 300 ha 379 m/s
Energiezh ar vannadellEtre 680 ha 933 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallC

Implij kemmañ

Poblek e teuas da vezañ e fin an XIXvet kantved. Armoù kambret evit ar gartouchenn-mañ a voe kinniget gant embregerezhioù all, evel ar revolverioù Colt Frontier 6-Shooter (un adstumm d'ar Single Action Army) hag ar Smith & Wesson Model 3. En hanterenn gentañ an XXvet kantved ez eas diwar-c'hiz. Kemeret e voe e blas e kalz armoù gant ar munisionoù .30-06 Springfield da skouer. Ur munision ral eo hiziv-an-deiz hag a vez implijet gant dastumerien armoù kozh dreist-holl.