Vogalenn damzigor
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
E yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn damzigor[1] war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn hanter-hent etre ur vogalenn etre hag ur vogalenn beuzdigor.
Roll darnel kemmañ
Sed amañ roll ar vogalennoù damzigor dezho un arouezenn el lizherenneg fonetik etrebroadel :
- vogalenn damzigor a-raok nann-ront [ɛ], d.s. bzh. kêr
- vogalenn damzigor a-raok ront [œ], d.s. bzh. reuz
- vogalenn damzigor greiz nann-ront [ɜ], d.s. saoz. her ("hi")
- vogalenn damzigor greiz ront [ɞ], d.s. iwerzh. tomhail ([tɞ̜ːlʲ]; "debr!")
- vogalenn damzigor a-dreñv nann-ront [ʌ], d.s. iwerzh. ola ([ʌlˠə]; "eoul")
- vogalenn damzigor a-dreñv nann-ront [ɔ], d.s. bzh. torr
Ar vogalennoù damzigor all a c'hall bezañ treuzskrivet dre lakaat adarouezennoù war ur vogalenn nes.
Gwelit ivez kemmañ
Dave kemmañ
- ↑ Studi fonologel brezhoneg Lanijen, Erwan Evenou, tezenn renet gant Per Denez, 1987.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskGoogleLvivEil Brezel-bedWikipedia:SkoazellWiki HowBengaluruWikipedia:Kumuniezh/An davarnKaozeal:Rassemblement National (strollad politikel gall)Wikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegGoogle (lusker enklask)640Time 100Porched:TimbrouriezhPempoullUnaniezh VroadelRassemblement National (strollad politikel gall)The Reluctant Dragon (film)Wikipedia:Diwar-benn1200DumboWikiGiovanni Antonio ScopoliKenrouedadISO 8601Rummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorYouTubeMarine Le PenMálagaCascading Style SheetsDenMediaWikiRummad:MaoriImplijer:MPStadoù-Unanet Amerika