Vogalenn damserr a-raok ront

Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raokTost a-raokKreizTost a-dreñvA-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
LFE – niverenn310
LFEunicodeø
LFE – skeudenn{{{imagesize}}}
X-SAMPA2
Selaou

Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damserr a-raok ront, treuzskrivet [ø] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 310. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [e].

E brezhoneg e talvez ar vogalenn [ø] da alofonenn an arc'hfonem |Œ| e vogalennou berr, d.s. "meurded" ['mœrdet] keit ha ma kaver an alofonenn damzigor a-raok ront [œ] pa vez hir ar vogalenn, d.s. "breur" ['brø:r].

Skouerioù kemmañ

YezhGerLFESter
Brezhonegbreur['brø:r] '-'
Danegkøbe[ˈkøːb̥ə] 'pernañ'
Izelvroeg|keuken[køːkən] 'kegin'
Gallegpeu[pø] 'nebeut'
Alamanegschön[ʃøːn] 'kaer'
Hungaregnő[nøː] 'maouez'

Vogalenn etre a-raok ront kemmañ

E yezhoù 'zo, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn damserr a-raok plaen [ø] hag diouzh ar Vogalenn damzigor a-raok ront [œ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [ø] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [ø̞̞].

Skouerioù kemmañ

Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [ø] kentoc'h evit [ø̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:

YezhGerLFESter
Hungaregöl[øl] 'lazhañ'
Turkeggöz[ɟøz]'lagad'

Gwelit ivez: kemmañ