Tsar Bomba
Tsar Bomba (Rusianeg: Царь-бомба; "Bombezenn Tsar") pe c'hoazh "Ivan an Tev", "Rouanez ar bombezennoù", "Bombezenn Impalaer", Tsar o vezañ awenet gant ar ger Caesar, eo lesanvioù ar vombezenn dre hidrogen AN602.
Bet eo ar vombezenn derc'hanel pe nukleel greñvañ a zo bet lakaet da darzhañ en Istor Mab-Den. Ul lodenn eo eus redadeg an armoù etre ar bloc'had soviedel hag ar bloc'had kornôgel.
Iskevrennad eus | aerial bomb, thermonuclear weapon ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1956 ![]() |
Daveennoù douaroniel | 73°48′26″N 54°58′54″E ![]() |
Bro orin | Israel, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Deiziad | 30 Her 1961 ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Tsar Bomba weapons test ![]() |
Oberataer | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Manufacturer | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Treset gant | Yulii Khariton, All-Russian Scientific Research Institute Of Technical Physics, All-Russian Scientific Research Institute of Experimental Physics ![]() |
![Map](https://www.how.com.vn/wiki-api/wiki-image-proxy.php?url=https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,73.807222222222,54.981666666667,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Tsar_Bomba&revid=2079187&groups=_d5fb32da8fb9c9fdaf706ef8ce4500739e47bbab)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f2/Tsar_Bomba_Revised.jpg/220px-Tsar_Bomba_Revised.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5b/Ivan_bomb.png/300px-Ivan_bomb.png)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f9/Comparative_nuclear_fireball_sizes.svg/300px-Comparative_nuclear_fireball_sizes.svg.png)
D'an 30 a viz Here 1961 da 11 eur 32[1] e oa bet graet an test gwirion eus an Tsar Bomba ; chomet eo an test meur war un darzhadenn a orin nann naturel.
Kuz'kina Mat' (Rusianeg: Кузькина мать, Mamm Kuzka) a reer eus AN602 a-wechoù, pa reer dave da bromesa Nikita C'hrouchtchov da ziskouez da Stadoù-Unanet Amerika ur "Kuz'kina Mat'" e-kerzh Emvod-meur Aozadur ar Broadoù Unanet e 1960.
Gant URSS e voe graet ar vombezenn ; etre 50 hag 58 megatonennoù TNT e oa he galloud. Ur vombezenn Tsar Bomba hepken a voe savet ez-ofisiel, hag amprouet d'an 30 a viz here 1961 en enezeier Novaya Zemlya, e Sukhoy Nos.
Sell teknikel war an Tsar Bomba
kemmañ27 tonenn e oa pouez ar vombezenn. Rekis e oa e kouezhje eus 8000 metrad evit gellout tarzhañ. Implijet e voe un harz-lamm evit ma vefe skoet mat.
A-hervez n'eo bet an test nemet unan bihanoc'h evit gwir efed an Tsar Bomba, rak re zañjerus e vije bet hec'h amprouiñ e barr he galloud, ha n'he dije roet chañs ebet da lestrad ar c'harr-nij bombezer da zreistbevañ.
Test an Tsar Bomba
kemmañ![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/08/Tupolev_Tu-95MS_%284321423677%29.jpg/220px-Tupolev_Tu-95MS_%284321423677%29.jpg)
Ur c'harr-nij Tupolev TU-95V arbennik a oa bet savet evit amprouiñ ar vombezenn Tsar Bomba.
Seizh kilometrad e voe treuzkiz ar voulenn-dan a voe krouet dre darzhadenn an Tsar Bomba, ha gwelet e voe an darzhadenn 1000 kilometrad tro-dro d'al lec'h tarzhañ[2]. War 100 kilometrad tro-dro e oa bet distrujet an holl savadurioù, betek 500 kilometrad eus al lec'h-tarzh e oa bet torret prenestroù.
65 kilometrad e voe uhelder kabell-touseg nukeel an darzhadenn, da geñveriañ ouzh hini tarzhadenn Hiroshima na oa nemet 12 kilometrad. Tu a zo ivez da geñveriañ ouzh uhelder menez uhelañ ar bed, Menez Everest, n'eo nemet 8.8 kilometrad e uhelder.[2].
Ken bras eo bet nerzh an darzhadenn ma kouezhas ar c'harr-nij bombezer eus 1 km uhelder ; dont a reas a-benn memestra lestrad bleinerien ar c'harr-nij da nijal kuit hep kudenn all etrezek o aerborzh loc'hañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/1c/Tsar_Bomba_Paris.png/220px-Tsar_Bomba_Paris.png)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Tsar Bomba
- ↑ 2,0 ha2,1 Tuxboard