Sangria
Ar sangria zo un died alkoolek, graet diwar gwin ruz, gant dour-nez, tammoù orañjez, sitron ha frouezh all a-wechoù, ha sukr.
Meur a zoare zo da fardañ sangria met kavout a reer atav 50% a win enni d'an nebeutañ, gwin ordinal peurvuiañ. Lezet e vez ar frouezh da c'hlec'hiañ er gwin e-pad ur pennad hir pe hiroc'h a-raok evañ. Servijet e vez fresk, ha pa vez tomm an amzer e c'haller lakaat tammoù skorn enni.
Evet e vez kalzik e Spagn ha Portugal. Abaoe Genver 2014 ne c'haller implijout ar ger sangria evit evajoù gwerzhet er c'henwerzh nemet pa vezont graet en unan eus an div vro-se, da-heul ur votadeg e Parlamant Europa[1].
Notennoù kemmañ
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWattDibar:KlaskWiki HowEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipedia:Kumuniezh/An davarndpzk2Wikipedia:SkoazellEmflourañKaozeadenn Wikipedia:Porched ar gumuniezh.30 CarbineDiplomatiezhAn UhelgoadYann-Bêr Kalloc'hWikimediaWikipedia:Diwar-bennPorched:Armoù-tanBrezhonegMarmouz (loen)BengaluruBro-C'hallMoudennC'hoari ar misionerDibar:MaC'haozeadennoùWikiBoris SpasskyRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorDibar:MaDegasadennoùSkoazell:Kont implijerPludunoùSaoznegMykenaiPornografiezhWikipedia:Degemer/Pennad ar mizRepublik Pobl Sina5,56 × 45 mm NATO