5,56 × 45 mm NATO

Ar 5,56 mm NATO pe 5,56 × 45 mm a zo ur gartouchenn savet evit ar fuzuilhoù-arsailh. An termen 5,56 NATO a zo en armeoù anv ar munision sivil .223 Remington savet diwar an .222 Remington. Unan eus ar c'halibroù standart e armeoù AFNA eo.

5,56 × 45 mm NATO
Skeudenn ar pennad 5,56 × 45 mm OTAN5,56 × 45 mm NATO : boled, douilhez ha kartouchenn en he fezh.
Doare
Kalibr.223 / 5,56 mm
Doare korf an douilhezkreuzenn
Doare skeiñe-kreiz
Bro orinBanniel Belgia Belgia
Muzulioù
Ø bannadell5,56 mm
Ø kolier6,43 mm
Ø stagell an douilhez9 mm
Ø korf an douilhez9,58 mm
Hirder an douilhez44,70 mm
Hirder ar gartouchenn57,40 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell2,59 da 4,86 g
Kargad poultr0,90g da 1,85 g
Tizh mont e-maez V0850 da 993 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ4300 bar
Energiezh ar vannadell1670 da 1890 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallB

Istor kemmañ

E deroù ar bloavezhioù 1950 e oa bet merzhet sioù ar gartouchenn 7,62 × 51 mm standart implijet e fuzuilhoù-arsailh arme Stadoù-Unanet Amerika betek neuze : ponner e oa, kalz a argil ganti, ha re c'halloudus evit bezañ implijet e endroioù kloz evel ar janglennoù pe ar c'hêrioù. Kregiñ a reas an arme da labourat war ur munision skañvoc'h dezhañ un hed-tenn berroc'h (300 metr).

E kreiz ar bloavezhioù 1950 e voe dibabet ar gartouchenn .222 Special savet gant Eugene Stoner. Anvet e voe .223 Remington.

E 1980 e voe choazet gant AFNA evit kemer plas ar 7,62 mmevel munision standart en e fuzuilhoù-arsailh. Implijet e voe evit ar wech kentañ en FN FNC, ha goude-se en M16 amerikan, er FAMAS gall, en HK G41 alaman, an L85A1 eus Breizh-Veur ha reoù all azalek ar bloavezhioù 1980 ha 1990.

Gwelet ivez kemmañ

Daveennoù kemmañ

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan