Burkina Faso

Burkina Faso zo ur stad eus kornôg Afrika, e diazad ar stêr Volta. Emañ etre Mali er c’hornôg, Niger er reter, Benin er gevred, ha Togo, Ghana hag Aod an Olifant er c’hreisteiz. Ouagadougou eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ. Talvezout a ra anv ar vro kement ha "bro an dud onest".

Burkina Faso
Burkina Faso
Banniel Burkina Fasoardamezioù Burkina Faso
Bannielardamezioù
Ger-stur : "Unité, Progrès, Justice"  (galleg)
"Unvaniezh, Araokadur, Justis"
Kan broadel: Une Seule Nuit   (galleg)
Un nozvezh hepken
anvet ivez Ditanyè (kan an trec'h)
Lec'hiadur Burkina Faso
Lec'hiadur Burkina Faso
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Ouagadougou
12°20′N 1°40′W
Yezh(où) ofisielGalleg
GouarnamantRepublik hanter brezidantel
 - PrezidantIbrahim Traoré
 - Kentañ ministrApollinaire Joachim Kyélem de Tambèla
Dizalc'hded 
 - Deiziad5 Eost 1960 
Gorread
 - Hollad274.000 km² (74vet)
 - Dour (%)0,1%
Poblañs
 - istimadur 202021.510.181 ()
 - niveradeg 200614.017.262
 - Stankter58/km² (137vet)
PDK (PGP)2020 (istimadur)
 - Hollad$45,339 miliard (117vet)
 - Keidenn$2.207 (163)
FDD  (2019) 0.452 (izel) (182vet)
MoneizLur CFA (XOF)
Gwerzhid-eur(UTC)
Kod kenrouedad.bf
Kod pellgomz+226

A-gozh eo annezet ar vro, pa gaver roudoù eus mab-den enni ken abred ha 7000 kent J.K. Er XVvet kantved e teuas da vezañ ul lodenn eus an Impalaeriezh Songhai, unan eus galloudoù bras ar rannved-se, daoust da enebiezh ar bobl Mosi a oa o chom eno. E dibenn an XIXvet kantved e tremenas rouantelezh Mosi Ouagadougou dindan beli Bro-C'hall.

E dalc'h Bro-C'hall e voe betek 1960, dindan an anv Volta-Uhel, diwar anv ar stêr Volta a dremen dre ar vro. Dizalc'h e teuas Volta Uhel da vezañ e 1960, hag e miz Eost 1984 e voe advadezet Burkina Faso gant ar prezidant Thomas Sankara. Met homañ a voe drouklazhet e 1987 ha kemeret e voe ar galloud dre ur putsch gant Blaise Compaoré a voe prezidant ar Republik betek 2014. Goude bloavezhioù diaes eo deuet bremañ ar vro da vezañ un demokratelezh. Chom a ra unan ar re baourañ er bed avat.

Ezel eo Burkina Faso eus Unaniezh Afrika, Kumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika hag Aozadur ar C'hevelerezh Islamek.

Douaroniezh kemmañ

Un hin drovanel he deus Burkina Faso. Daou goulz-bloaz a zo : hini ar glaveier, etre Mae/Mezheven ha Gwengolo, hag ar c'houlz-bloaz sec'h e-kerzh ma c'hwezh an harmattan, un avel tomm ha sec'h a zeu eus ar Sahara.

Lammoù-dour Karfiguela,
mervent ar vro.

Goloet eo al lodenn vrasañ eus ar vro gant an argompezenn, gant ul leur plad ha livet alies en okr gant al laterit a zo ennañ. Er Mervent ez eus un torosad kragek lec'h ma kaver beg uhelañ ar vro, an Tenakourou (749 m).

E-barzh tri diazad emañ stêrioù ar vro dreist-holl : hini ar Volta, hini ar g-Komoe hag hini an Niger.

Rannoù melestradurel kemmañ

Abaoe 2001 eo rannet Burkina Faso e 13 rannvro :

Rannvroioù Burkina Faso

Deskadurezh kemmañ

An muiañ niver a dud zo analfabetek e Burkina Faso. An analfabetegezh a sko muioc'h ar merc'hed. Hervez al lezenn eo ret skoliata ar vugale etre 6 ha 13 bloaz.

Peder skol-veur foran a zo.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.