Gabon zo ur stad eus Afrika, war aod ar Meurvor Atlantel. En-dro dezhi emañ Ginea ar C'heheder ha Kameroun, en norzh, Republik Kongo, er reter hag er su, ha Pleg-mor Ginea, er c’hornôg.

République Gabonaise
Republik Gabonat
Banniel GabonSkoed-ardamez Gabon
BannielSkoed-ardamez
Kan broadel: La Concorde
Lec'hiadur Gabon
Lec'hiadur Gabon
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Libreville
0°23′N 9°27′E
Yezh(où) ofisielgalleg
GouarnamantRepublik
 - PrezidantBrice Oligui
 - Kentañ-ministrAlain Claude Bilie By Nze
Dizalc'hded 
 - diouzh Bro C'hall17 Eost 1960 
Gorread
 - Hollad267.668 km²
 - Dour (%)dister
Poblañs
 - istimadur Gouere 20051.384.000 ()
 - Stankter5,2/km² (216vet)
PDK (PGP)2005 (istimadur)
 - Hollad$9,621 miliard (136vet)
 - Keidenn$7.055 (89vet)
FDD  (2004)0,633 (krenn) (124)
MoneizLur CFA (XAF)
Gwerzhid-eur(UTC+1)
 - Hañv (Eur hañv)n'eus ket (UTC+1)
Kod kenrouedad.ga
Kod pellgomz+241

Libreville, ur porzh-mor war aod Pleg-mor Ginea, eo kêr-benn ar vro hag un hanter vilion a dud zo o chom enni.

Yezh ha sevenadur kemmañ

Ar galleg eo ar yezh pennañ ha neuze ar yezh ofisiel nemeti er vro, met komz a reer meur a yezh lec'hel ivez. Kalz a Fanged a gaver e Gabon, ur bobl brudet evit he dañsoù hag hec'h arz dibar (maskloù heverk-bras).

Kartenn Gabon

Rannoù melestradurel kemmañ

Proviñsoù Gabon

9 froviñs a ya d'ober framm melestradurel Gabon (pennlec'h etre krommelloù) :

  1. Estuaire (Libreville)
  2. Haut-Ogooué (Franceville)
  3. Moyen-Ogooué (Lambaréné)
  4. Ngounié (Mouila)
  5. Nyanga (Tchibanga)
  6. Ogooué-Ivindo (Makokou)
  7. Ogooué-Lolo (Koulamoutou)
  8. Ogooué-Maritime (Port-Gentil)
  9. Woleu-Ntem (Oyem)