An Alpoù a zo un aradennad venezioù hag a gaver en Europa, ledet war harzoù hanternoz Italia, gevred Bro-C'hall, Suis, Liechtenstein, Aostria, su Alamagn ha Slovenia.

An Alpoù, gwelet eus an egor, e miz Mae 2002.

Emañ uhelañ barr an Alpoù e beg ar Menez Gwenn dezhañ uhelded 4 810,45 metr, war harzoù Bro-C'hall hag Italia. Kontet ez eus bet 128 pikern ouzhpenn 4 000 metr a uhelded dezho. Kalz a odeoù etre an traoñiennoù a zo muioc'h eget 2 000 metr o uhelded.

Istor kemmañ

Deuet e oa tud d'ober o annez en Alpoù tre e dibenn ar skornadenn vras, 15 000 bloaz 'zo. Ar gern skornet divent a c'holoe an takad a ya da deuziñ...

Douaroniezh an Alpoù kemmañ

Ar skorneg hirañ en Alpoù: Skorneg vras Aletsch (Valais)

E teir lodenn e kustumer rannañ an Alpoù : Alpoù ar C'hornôg (eus ar Mor Kreizdouar betek ar Menez Gwenn), an Alpoù kreiz (eus Traoñienn Aosta betek ar Brenner) hag Alpoù ar Reter (eus ar Brenner betek Slovenia).

Geologiezh an Alpoù kemmañ

Uhelennoù an Alpoù kemmañ

An 22 uhelenn eus an Alpoù dreist 4000 metr
gant ur valiregezh 500 metr da vihanañ.
AnvUhelderTolzennadAnvUhelderTolzennad
Menez Gwenn4 810 mAlpoù GraianDent d'Hérens4 171 mAlpoù Valais
Monte Rosa4 634 mAlpoù ValaisJungfrau4 158 mAlpoù Bern
Dom4 545 mAlpoù ValaisAiguille Verte4 122 mAlpoù Graian
Weisshorn4 506 mAlpoù ValaisMönch4 107 mAlpoù Bern
Matterhorn4 478 mAlpoù ValaisBarre des Écrins4 102 mAlpoù Daofinez
Dent Blanche4 357 mAlpoù ValaisSchreckhorn4 078 mAlpoù Bern
Grand Combin4 314 mAlpoù ValaisOber Gabelhorn4 063 mAlpoù Valais
Finsteraarhorn4 273 mAlpoù BernGran Paradiso4 061 mAlpoù Graian
Grandes Jorasses4 208 mAlpoù GraianPiz Bernina4 049 mTolzennad Bernina
Rimpfischhorn4 199 mAlpoù ValaisWeissmies4 017 mAlpoù Valais
Aletschhorn4 193 mAlpoù BernLagginhorn4 010 mAlpoù Valais

Liammoù diavaez kemmañ


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.