Degemer

Donemat deocʼh er Wiki How, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

86 275 pennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

An Taj Mahal
An Taj Mahal

An Taj Mahal zo ur savadur-kañv marbr gwenn en Agra, en India. Emañ war roll lec’hiennoù glad ar bed, savet gant UNESCO. "Kurunenn ar palezioù" eo ster an anv Taj Mahal, deuet eus ar perseg.

Brudet eo an Taj Mahal evel ur bravig eus an arz islamek en India hag unan eus pennoberennoù miret brav-eston eus glad ar bed. Ur mozoleon eo, da lavaret eo ur savadur-kañv, savet gant an impalaer moghol Shah Jahan (1592-1666) evit degemer bez e wreg muiañ-karet Mumtaz Mahal. Savet e voe eus 1632 da 1653, e doare an arz muzulman, da lavaret eo n’eus skeudenn ebet, met marbr kizellet a ya da ginklañ kement elfenn a zo er savadur. Emañ ar bez he-unan e-kreiz ar savadur,hag ennañ ez eus ivez ur voskeenn ; tro-dro d’ar savadur ez eus liorzhoù brav, gant ur voger tro-dro.

Mervel a reas Mumtaz Mahal ("sklêrijenn ar palez") e 1631, pa c’hanas pevarzekvet mab an impalaer. Neuze e voe roet urzh gant Shah Jahan da sevel ar monumant hag echuet e voe ar braz eus al labourioù e 1648. Ouzhpenn 20 000 a dud a voe o labourat war ar chanter. A-raok ma voe fin d’al labour e voe didronet Shaj Jahan gant unan eus e vibien ha toullbac’het. Pa varvas e 1666 e voe beziet en Taj Mahal ivez, asambles gant e wreg.

(muioc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doarean3 Mae 2024 ha Keleier ar vro.

Simon Harris
Simon Harris

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wiki How brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 85 000 pennad zo bremañ. En 78vet renk emaomp atav e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre an okitaneg hag ar belaruseg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 82vet plas [2], etre ar mongoleg hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh, nerzh pe vaksin ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 36 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

CommonsCommons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWikiMediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-WikiMeta-Wiki
Kenurzhiañ
WikilevrioùWikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
WikiroadennoùWikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
WikikeloùWikikeloù
Keloù digor
WikiWiki How
Holloueziadur
WikiarroudWikiarroud
Dastumad arroudennoù
WikimammennWikimammenn
Al levraoueg dieub
WikispesadWikispesad
Roll ar spesadoù bev
WikiskolveurWikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
WikeriadurWikeriadur
Geriadur & tezorus


Yezh