Sangria
Ar sangria zo un died alkoolek, graet diwar gwin ruz, gant dour-nez, tammoù orañjez, sitron ha frouezh all a-wechoù, ha sukr.
Meur a zoare zo da fardañ sangria met kavout a reer atav 50% a win enni d'an nebeutañ, gwin ordinal peurvuiañ. Lezet e vez ar frouezh da c'hlec'hiañ er gwin e-pad ur pennad hir pe hiroc'h a-raok evañ. Servijet e vez fresk, ha pa vez tomm an amzer e c'haller lakaat tammoù skorn enni.
Evet e vez kalzik e Spagn ha Portugal. Abaoe Genver 2014 ne c'haller implijout ar ger sangria evit evajoù gwerzhet er c'henwerzh nemet pa vezont graet en unan eus an div vro-se, da-heul ur votadeg e Parlamant Europa[1].
Notennoù
kemmañ🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki HowDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon