Suresnes

kumun Bro-C'hall

Suresnes ([sy.ˈʁɛn̪]) zo ur gumun c'hall e departamant Hauts-de-Seine e rannvro Île-de-France, war glann gleiz ar stêr Seine, 10 km diouzh kreiz Paris. E-kichen 130 kumun all emañ e Métropole du Grand Paris abaoe krouidigezh an ensavadur e 2016.

Suresnes


« Nul ne sort de Surenne,
qui souvent n'y revienne
 »

An ti-kêr
 48° 52' 16" N - 2° 12' 34" R

Suresnes Suresnes

Melestradur
RiezBro-C'hall Bro-C'hall
RannvroÎle-de-France
DepartamantHauts-de-Seine
ArondisamantNanterre
KantonNanterre-2
EtrekumuniezhMétropole du Grand Paris
EPT Paris Ouest La
Défense
MaerChristian Dupuy
(2014-2020)
Kod post92150
Kod INSEE92073
Douaroniezh
Gorread3,79 km²
Uhelder
 • Izelañ
 • Uhelañ

• 29 m
• 162 m
Poblañsouriezh
Poblañs48 565 ann. (2015)[1]
Stankted12 814 ann./km²

Internetwww.suresnes.fr

Lec'hanvadurezh

kemmañ

Soresnæ e oa anv latin kêr er Grennamzer, eus Surisna, an doueez c'halian hag a ziwalle unan eus stivelloù ar Mont Valérien[2], Syrenæ diwezhatoc'h.
Surisnas eo an anv gallek kentañ.

En glazur e groaz en gul karget ouzh kalon gant ur skoed eizhkognek en argant bevennet en aour dreistkarget gant al lizherennoù S ha L, ur flourdilizenn en aour e pep konk.

Sturienn : « Nul ne sort de Surenne, qui souvent n'y revienne »

Douaroniezh

kemmañ

Emañ Suresnes war uhelennoù (etre 29 m ha 162 m) glann dehoù ar stêr Seine, e-tal Koadeg Boulogne hag a zo war ar ribl all e 16vet arondisamant Paris.
El liveoù izelañ ez eus gouezelennoù pri eus an trede hoalad, mein-Champagn enno ; a-us dezho ez eus ur plateiz razek hag a c'hronn penn uhelañ Suresnes, ar Mont Valérien, anezhañ ur bank mein-Champagn ha n'eo ket bet krignet gant an amzer.
Annezet penn-da-benn eo kêr Suresnes ha hini Paris eo he hin.

Doareoù keitat hin Suresnes (1987-2017
GENC'HWEMEUEBRMAEMEZGOUEOSGWEHERDUKZU
Gwrezverkoù uhelañ (°C)6.98.211.814.719.021.824.424.620.815.810.47.8
Gwrezverkoù izelañ (°C)2.52.85.16.810.513.315.515.412.59.25.33.6
Dour (mm)53.743.748.553.065.054.663.143.054.759.751.958.7
Devezhioù glavus10.29.310.49.410.38.68.06.98.59.59.710.7

Unan eus domanioù ar roue Charles III e oa an tiriad betek m'er roas e 918 da Robert, kont Paris hag abad Saint-Germain-des-Prés. Tamm-ha-tamm e voe savet ha kresket kêriadenn Suresnes, a veve diwar ar gwiniegi hag ar pesketaerezh er stêr.

E miz Ebrel 1593 e voe dalc'het enno ar breutadegoù etre ar roue Henri IV hag ar gatoliked evit terriñ ar brezel a renent enep ar brotestanted[3].

En XVIIIvet kantved e voe savet ur c'halvar war ar Mont Valérien, ma teuas pirc'hirinded. Dizale e voe digoret tavarnioù evit bodañ ha boueta ar feizidi[4]. Uhelidi Paris a lakaas sevel melloù tiez ha liorzhoù. Da vare an Dispac'h gall e kollas abati Saint-Germain-des-Prés he beli war ar Mont-Valérien.

Er bloaz 1830 e voe berzet ar birc'hirinded. E 1839 e voe boulc'het savadur ur pont dreist ar stêr ; pa voe echuet e 1842 e voe fiziet merañ ar gwirioù-treizh en ur poster evit ur badelezh a 77 vloaz, met distrujet e voe ar pont e-kerzh Brezel 1870-1871.
E 1840-1846 e voe savet ur c'hreñvelc'h milourel war ar Mont-Valérien, a gollas neuze e dalvoudegezh relijiel.
Ur pont nevez a voe savet e Suresnes er bloaz 1874. E dibenn ar c'hantved e voe staliet labouradegoù a-hed ar stêr, tra ma kendalc'he ar sevel tiez war ar rozioù.

Mui-ouzh-mui a labourerien a voe e kêr e deroù an XXvet kantved, p'en em stalias labouradegoù kirri-tan, nijerezioù ha gwispid.
Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e 1914 e troas Suresnes da unan eus al lec'hioù pennañ ma veze fardet obuzioù.
E 1919 e voe dilennet Henri Sellier, un ezel eus an SFIO, da vaer. Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e lakaas sevel keoded-liorzh Suresnes hag an annezioù izelfeurm (AIF) kentañ, a anvas "annezioù marc'had-mat" (Habitations à bon marché, "HBM" ; Habitations à Loyer Modéré, HLM, hiziv), ul lise e 1929 hag ar « Skol dindan an amzer » (École de plein air) evit ar vugale dorzhellek e 1934-35. E 1938 e voe boulc'het ur pont nevez evit erlerc'hañ ouzh hini 1846.
E dalc'h an nazied e voe kreñvlec'h ar Mont-Valérien e-kerzh an Eil Brezel-bed ; eno e voe fuzuilhet tremen mil gouestlad hag izili eus ar Rezistañs. Ur c'hounlec'h eo hiziv evit enoriñ gouzañvidi ar brezel, ouzhpenn bout annezet gant servijoù al lu c'hall bepred.
E 1950 e voe echuet ar pont nevez. Nebeut-ha-nebeut e serras al labouradegoù, lodennaouegoù tiez a voe savet en o lec'h, ha savadurioù arnevez evit sezioù embregerezhioù meur.

Poblañs

kemmañ

Abaoe 1793 e vez renablet poblañs Suresnes, 1 470 a dud enni er bloaz-se. E 2015 e oa 48 565 a dud o chom e kêr, ur c'hresk a 3,94% e-keñver 2010.

Emdroadur ar boblañs, 1793-2014

• Mammennoù : Cassini (1793-2006) hag INSEE (2006-2015)</ref>

Skeudennaoueg

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • CROSNIER, Étienne (rener) : Histoire de Suresnes, Éditions Suresnes Information, 1989 (ISBN 978-2-95034-750-3)
  • SERON, Octave : Suresnes d'autrefois et d'aujourd'hui, Lorisse, 2004 (ISBN 978-2-84435-114-2)
  • SORDES, René : Histoire de Suresnes : Des origines à 1945, Suresnes Sordes René, 1965 • Amazon
  • Société historique de Suresnes : La belle histoire des rues de Suresnes, Société historique de Suresnes, 2013 (ISBN 978-2-9545738-0-9)

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) INSEE
  2. Sordes, René, op. cit.
  3. LE ROUX, Nicolas : La faveur du roi, Éditions du Champ Vallon, 2013 (ISBN 978-2-87673-751-8)
  4. Guinguettes e oa anv an tavarnioù-pretioù-balioù-se, diwar guinguet, anv ar gwin gwenn skañv a veze fardet e rannvro Paris. Ur winienn zo a bep tu d'ar skoed war ardamezioù Suresnes.