Sirius, anvet Steredenn ar C'hi e brezhoneg[1][2][3], eo ar steredenn skedusañ eus Steredeg ar C'hi Bras, ha skedusañ steredenn an oabl noz war un dro.

Sirius (α CMa) er steredeg Canis Major (CMa)

Dre m'eo Canis Major (berraet e CMa) anv latin hag etrebroadel ar steredeg ez eo Alpha Canis Majoris (α CMa) berradur etrebroadel Sirius, α o verkañ steredenn skedusañ pep steredeg.

Lec'hiañ

kemmañ

Ar steredeg anvet Monoceros (Mon), "an Unkorneg" e brezhoneg, zo etre Steredenn ar C'hi Bras ha Steredeg ar C'hi Bihan. Er Su da Brocyon, steredenn skedusañ ar C'hi Bihan, emañ α Mon, hag er Gevred da α Mon emañ Sirius en oabl boull ar goañv.

Arabat droukveskañ

kemmañ

Arabat eo droukveskañ ar C'hi Bras (Canis Major/CMa) gant Steredeg ar C'hi Bihan (Canis Minor/CMi) ; Procyon eo anv etrebroadel α CMi, ha "Kian" eo hec'h anv brezhonek[4].

Pennad kar

kemmañ
  • Korf-egor, evit gouzout hiroc'h diwar-benn anvioù ar steredegi hag ar steredennoù pennañ.

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Amable-Emmanuel Troude, Nouveau dictionnaire pratique français-breton du dialecte de Léon avec les acceptions diverses dans les dialectes de Vannes, Tréguier et Cornouailles, 1869. Da lenn war lec'hienn Levraoueg Vroadel Frañs.
  2. F. Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, p.694b
  3. Geriadur Hemon-Huon, 1978, 1993, 2005.
  4. Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, 2005, Label LN, p.88.