Penn-ar-Bed

departamant gall e Breizh
Penn-ar-Bed
Ardamezioùlogo
Penn-ar-Bed
Anvioù brezhonek allFinister
Anv gallek (ofisiel)Finistère
BroBreizh Breizh
Melestradurezh
RiezFrañs Frañs
RannvroRannvro Breizh Rannvro Breizh
Pennlec'h
(prefeti)
Kemper
IsprefetioùBrest
Kastellin
Montroulez
Prezidant ar c'huzul-departamantMaël de Calan
PrefedAlain Espinasse
Kod EBSSA29
Kod ISO 3166-2FR-29
Kod Eurostat NUTS-3FR522
Poblañsouriezh
Poblañs917 179 ann. (2020)[1]
Stankter136 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù48° 15′ Norzh
4° 00′ Kornôg
/ 48.25, -4
Gorread6 733 km²
Adrannoù
Arondisamantoù4
Pastelloù-bro8
Kantonioù27
Etrekumuniezhioù21
Kumunioù279

Penn-ar-Bed (distaget: [ˌpɛnarˈbeːt]; Finistère e galleg hag ent-ofisiel, distaget: [fi.nis.tɛʁ]) zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E kornaoueg ar vro emañ, Kemper eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 29 an niverenn roet dezhañ.

Gwezhall e veze anvet Finister e brezhoneg, diwar an anv gallek[2].

Istor kemmañ

Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper, hag ar prefeti mor e Brest. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar c'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh.

Evit sevel departamant Penn-ar-Bed ez eus bet kemeret ul lodenn vras eus Kerne, er su, kontelezh hag eskopti kozh Bro-Leon penn-da-benn, er biz ul lodenn eus Bro-Dreger, hag ul lodennig eus Bro-Wened er gevred, e-tro an Arzhanaou.

Istor melestradurel kemmañ

Ar prefeti e Kemper


Ragistor kemmañ

E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).

Brezhoneg kemmañ

Ar Brezoneg er Skol kemmañ

  • 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[4].

Bremañ kemmañ

  • 51 gumun a zo ur skol Diwan pe ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. Ofis Publik ar Brezhoneg
  • Ar skritelladur a zo ul lodenn diouti e brezhoneg e Penn-ar-Bed, dreist-holl skritelloù ar c'humunioù.
  • E 1999 e oa bet graet un enklask gant an INSEE hag e oa bet kavet e oa tro 132 000 brezhoneger e departamant Penn-ar-Bed. Er bloavezh 2005 e oa 4 333 skoliad en hentennoù Diwan ha divyezhek.

Skoed kemmañ

E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal-ouzh-tal gant ur maout (ardamez Kernev) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).

Douaroniezh kemmañ

  • Kêrioù pennañ (en tu-hont da 10 000 annezad enno)
Kêrioù pennañ an departamant
KumunPoblañs (2020

)

Arondisamant
Brest139 456Arondisamant Brest
Kemper63 473Arondisamant Kemper
Konk-Kerne20 209Arondisamant Kemper
Montroulez14 709Arondisamant Montroulez
Landerne16 025Arondisamant Brest
Douarnenez13 956Arondisamant Kemper
Gwipavaz15 196Arondisamant Brest
Plougastell-Daoulaz13 277Arondisamant Brest
Kemperle12 077Arondisamant Kemper
Plouzane13 558Arondisamant Brest
Ar Releg-Kerhuon11 710Arondisamant Brest

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. "Finister" war al lec'hienn devri.bzh
  3. Lokorn a zo deuet da vezañ ezel eus Kemper Kumuniezh e 2011.
  4. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936