Otto Iañ (impalaer santel)
Otto Iañ, impalaer santel, a oa ganet d'an 23 a viz Du 912 e Wallhausen, e-tal Lenn Konstanz, hag a varvas d'ar 7 a viz Mae 973. Mab e oa da Herri Iañ Germania ha da Matilda Ringelheim. Ren a reas eus 936 da 973.
E-kerzh un hir a ren e roas brud ha sked da rouantelezh Germania, ken gant e ampartiz politikel ken gant e drec'hioù er brezel. Adsevel a reas an titl a impalaer hag anvet e voe da Impalaer ar Romaned eus 962 da 973. Eñ eta an hini a voe saver an Impalaeriezh santel roman german, goude ma ne voe krouet an anv-se nemet er XVvet kantved.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KlaskPatrick Le BescoDibar:KemmoùDiwezhañEil Brezel-bedWiki HowRomedAfrodite AnadyomeneWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipedia:SkoazellRadamanthysWikipedia:Kumuniezh/An davarnRoll an elfennoù kimiekIsabel Sofía PicónKergustentin1232Marc'harid FulupPontbriandWikipedia:Peder fennaenn ar Wiki HowWikipedia:DisheñveloutC++GoogleBro-C'hallTeknologiezhGwenael an DugDibar:MaC'haozeadennoùMeurvor Habask640Reizhiad korvoiñBanniel QatarWikiBrezhonegAna del CastilloBreizhMousteruzBengaluruRummad:Istor FloridaWikipedia:Diwar-benn