Lenn Sall Veur
Al Lenn Sall Veur[1] (Great Salt Lake e saozneg) zo ul lenn vras e stad Utah e Stadoù Unanet Amerika. War he ribl emañ ar gêr anvet Salt Lake City. Emañ al lenn 1 280 metr a-us live ar mor.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0b/Great_Salt_Lake_ISS_2003.jpg/300px-Great_Salt_Lake_ISS_2003.jpg)
En em astenn a ra war ur gorread a 5 100 km2 pe war-dro, gant 120 km a hed ha 48 km. Sall-kenañ eo dour al lenn, evel m'en diskouez an anv : 27% a holen zo en dour, da lavaret eo muioc'h eget en dour mor. N'eus nemet er Mor Marv ez eo stankoc'h an holen.
Notennoù
kemmañ- ↑ Ofis ar Brezhoneg ; pennad Traoù dibaot ar bed : Al Lenn-sall Veur, gant Jakez Konan, Ar Bed Keltiek, 1965
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki HowDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon