Jean Malléjac
Jean Malléjac a oa ur marc'hhouarner breizhat (ha brezhoneger), bet ganet d'an 19 a viz Gouere 1929 e Dirinonn hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Gwengolo 2000 e Landerne.
Reder a-vicher e voe adalek 1950 betek 1958.
Tapet e oa bet gantañ 2l plas Tro Bro-C'hall 1953 war-lerc'h Louison Bobet.
E-kerzh Tro Bro-C'hall 1955, tra m'edo o pignat gant ar Menez Ventoux, e oa savet bec'h warnañ dre m'en devoa lonket re a amfetaminoù. Abalamour d'an darvoud-mañ e oa bet skarzhet e brederier a oa hini… ar reder luksembourgat Charly Gaul ivez : kentañ skarzhadenn evit doperezh e oa e Tro Bro-C'hall.
E ditloù
kemmañ- 1950
- 1953
- 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall 1953
Disoc'hoù e troioù meur
kemmañTro Bro-C'hall
kemmañ- Tro Bro-C'hall 1952 : 33e
- Tro Bro-C'hall 1953 : 2l, gounezet un tennad-hent gantañ, ar C'hrez melen en-dro dezhañ e-pad 5 deiz
- Tro Bro-C'hall 1954 : 5vet
- Tro Bro-C'hall 1955 : dilez da geñver an 11vet tennad-hent
- Tro Bro-C'hall 1956 : 34e
- Tro Bro-C'hall 1958 : dilez da geñver ar 15vet tennad-hent
Tro Spagn
kemmañ- Tro Spagn 1957 : 19vet
Tro Italia
kemmañ- Tro Italia 1958 : 48vet
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki HowDibar:KlaskEil Brezel-bedSkoazell:SkoazellCarly SimonBrezel-bed kentañWikipedia:SkoazellHemolc'h an UnkornegMarc'h-kornek askellekWikipedia:Porched ar gumuniezhBrezhonegBengaluruLanvealgonWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennC'hoari ar misionerBreizhWikimedia1200Wikipedia:Kemennoù227Ukorneg askellekChaseadeg ar Marc'h-KornekHent ar SeizWikipedia:Anv-implijer/ezTeknologiezhConioloMarc'heg lost duSon ar chistrAmerika LatinMediaWikiEgiptYulia NachalovaRoll bannieloù BreizhRepublik Pobl SinaNizon