Inès Benazzouz, anavezet gwelloc’h dindan e lesanv Inoxtag, a zo ganet d’an 2 a viz C'hwevrer 2002 e Levallois-Perret (Hauts-de-Seine) ; bevet en deus e vugaleaj e Orgeval (Yvelines), hag ur videoour ha streamer eo bremañ war YouTube. Sammañ a ra 9,8 milion a goumananterien war YouTube e miz Meurzh 2024.

Inoxtag
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denInès Dany Benazzouz Kemmañ
Anv-bihanInès Kemmañ
Anv-familhBenazzouz Kemmañ
LesanvInoxtag Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 C'hwe 2002 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLevallois-Perret Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherinfluencer, video blogger, online streamer Kemmañ
Tachenn labourmediaoù sokial Kemmañ
Inès Benazzouz

E 2015 en deus digoret e chadenn gentañ war Youtube, c’hoari a rae gant c’hoarioù video evel Minecraft, ha gant Fortnite eo deuet da vezañ brudet gant e vignon nevez, Michou ; goude-se en deus cheñchet e zoare videoioù ha graet en deus traoù a bep seurt er vuhez wirion. Bez' en deus bremañ div chadenn, Inoxtag gant 7,35 milion a goumananterien hag Inoxtag 2.0 gant 2,53 milion a goumananterien.

E vuhez

kemmañ

Studioù

kemmañ

Bet en deus Inès Benazzouz e vachelouriezh skiantel e 2020.

Red-micher

kemmañ

Embannet en deus e video kentañ  e 2015 diwar-benn Minecraft.

Krouet en deus an « Team Crouton » gant Michou e 2018.

E miz Meurzh 2019, Inoxtag a rae ivez videoioù war-eeun war YouTube e-pad ma c’hoarie gant c’hoarioù video, aozet en deus un tournamant Fortnite.

E 2020 e embannas e son kentañ, anvet « Mili Mili » evit e gentañ milion a goumananterien.

D’ar 14 a viz Genver 2020 e krouas ur chadenn a eilrenk anvet Inoxtag 2.0 evit embann videoioù all.

D’an 31 a viz Here 2021 eo pedet Inoxtag d’ar Z event, ha pilet en deus ur rekord gant 453 000 a arvesterien[1].

E deroù 2023 en deus disklêriet e oa o vont da grapat ar Menez Everest en nevezamzer 2024.

D’ar 5 a viz Eost 2023 e embannas ur video e-lec’h ma oa o krapat ar Menez Gwenn, hag ar Menez Cervin[2].

Raktresoù

kemmañ

D’an 18 a viz Du 2022 en deus krouet ur servijer Minecraft anvet OneCube ; serret eo bet d’ar 27 a viz Ebrel 2023.

D’an 2 a viz Mezheven 2022 eo aet Inès Benazzouz war un enezenn didud e Kambodja[3], gant div gontell hag all, tremenet en deus 7 devezh e-unan, graet en deus 3,5 milion a arvesterien dindan 1 devezh.

D’ar 24 a viz C’hwevrer 2023 en deus lâret e oa o vont da grapat Menez Everest gant Mathis Dumas, ul luc’hskeudenner anezhañ, ha tout ur skipailh, hep anavezout an alpaerezh, e nevezamzer 2024. Lâret en deus e oa pal pennañ e vuhez. Krapet en deus ar menez Gwenn hag ar Menez Cervin dija[2].

Rouedadoù sokial

kemmañ

Inès Benazzouz a zo ivez war rouedadoù sokial, dindan e lesanv Inoxtag ; bez en deus 4,9 milion a goumananterien war Instagram, 5,5 milion war TikTok, 1,3 milion war Twitch hag 3,4 milion war X. En holl, gant YouTube, en deus 25 milion a goumananterien.

Machoouriezh

kemmañ

E miz Gwengolo 2021 war Twitch en deus graet Inoxtag diskleriadennoù revelour e-tal 453 000 den[1]. Hervez Le Monde, eo levezonet Inoxtag gant stereotipoù ar c'hourelezh[4].

Oberennoù

kemmañ

Sonerezh

kemmañ

Sonioù

kemmañ
  • E 2019: MILI MILI
  • E 2020: Funkinox (feat. Kazzey)
  • E 2021: Barillo (feat. Vertugo, Manny & Zack) ; war e chadenn eil renk
  • E 2021 : Pas b'soin d'toi (feat. La Sirène)
  • E 2022: J'la connais, j'parle pas japonais ; war e chadenn eil renk
  • E 2022 : Dans la zone

Kenlabourerezh

kemmañ
  • E 2020: Michou, feat. Inoxtag - Rockstar (diwar an albom Ma Life eus Michou)
  • E 2020 : Babakam, feat. Michou, Inoxtag ha Kodor - Ma commu
  • E 2021: LeBouseuh, feat. Inoxtag ha Felckin - Pince

Filmoù-berr

kemmañ

War e chadenn YouTube

kemmañ
  • E 2021 : CUBE de Basile M

Notennoù ha daveennoù

kemmañ