Edward Hopper

Edward Hopper (22 a viz Gouere 1882 e Nyack - 15 a viz Mae 1967 e New York) a oa ul livour hag un engraver stadunanat a labouras dreist-holl e New York, ma oa e stal-labour. Gwelet eo evel un an eus arzourien an naturalouriezh amerikan peogwir e livas dreist-holl buhez pemdez ar renkadoù etre. Er penn-kentañ e livas gweledvaoù parizian ha goude-se e livas gweledvadoù amerikan. En e livadurioù e weler kemmoù ar vuhez sokial er Stadoù-Unanet. Livañ a reas dreist-holl eoullivadurioù, ha sevel a reas ivez skritelloù, engravadurioù, dourioù-kreñv ha dourlivadurioù. En ul lodenn vras eus e oberennoù e weler hiraezh a-zivout Amerika an amzer-dremenet, hag ivez an diforc'h etre an natur hag ar bed modern. Peurliesañ e kinnig tudennoù o-unan ha melkonius.

E vuhez

kemmañ

Stummañ ha beajoù da Europa

kemmañ

Edward Hopper a voe ganet e Nyack d'an 22 a viz Gouere 1882. E dud a oa gwerzherien merserezh[1] Mont a reas d'ur skol brevez ha da lise ar gêr ma voe ganet enni. Goude-se ez eas da New York ma teskas ar vicher skeudenner e New York School of Illustrating[2]. E 1900 ez eas da New York School of Art[3]. Eno e kejas ouzh George Bellows, Guy Pène du Bois, Patrick Henry Bruce, Walter Pach, Rockwell Kent ha Norman Raeben. E-touez e gelennerien e voe Robert Henri (1865-1929), ha gantañ e teskas Hopper skeudenniñ senennoù gwirheñvel ar vuhez e kêr.

A-benn peurglokaat e stummadur ez eas teir gwech da Bariz etre 1906 ha 1910[4]. Gweladenniñ a reas meur a vro all en Europa : an Izelvroioù (Amsterdam ha Haarlem), ar Rouantelezh Unanet (Londrez), Spagn (Madrid, Toledo), Alamagn (Berlin) ha Belgia (Brusel)[5]. E-keit ha ma oa en Europa e livas un tregont oberenn bennak[6]. En Europa e kejas ivez ouzh arzouerien amerikan all hag e voe dedennet gant al luc'hskeudenniñ a-drugarez da Eugène Atget. Plijet-bras e voe gant Bro-c'hall ha he sevenadur : pa zistroas d'ar Stadoù-Unanet e kendalc'has da lenn levrioù gallek ha da skrivañ e galleg ivez[7]. Gouest e oa da zibunañ barzhonegoù Verlaine[2].

Diskouezadegoù kentañ

kemmañ
Washington Square North, ar straed ma oa stal-labour Edward Hopper

E 1908 en em stalias da vat e New York ma reas tresadennoù bruderezh ha ma oe skeudenner, met ne voe ket plijet-bras gant ar vicher[8]. D'ar mare-se ne live ket kalz, nemet e-pad an hañv. Kemer a reas perzh e meur a ziskouezadeg a-stroll e New York : e 1908 en Harmonie Club hag e 1912 e Mac Dowell Club. E 1909 e werzhas un daolenn evit ar wech kentañ hag en em stalias en ur studio e Washington Square e karter Greenwich Village[9]. E 1915 e savas dourioù-kreñv evit ar wech kentañ ha brudet e teuas da vezañ a-drugraez d'un diskouezadeg e Mac Dowell Club. Brudet e voe da vat etre an daou Vrezel-bed pa voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ e-unan e Whitney Studio Club (1920) E 1924 e timezas gant Josephine Verstille Nivison. E 1933 e prenjont un dachenn Cap Cod ma lakjont sevel un ti hag ur stal-labour[9].

E 1925 ec'h echuas Edward Hopper e daolennThe House by the Railroad, a zo gwelet evel unan eus e bennoberennoù. Ken abred hag e 1930 e vo prenet gant Museum of Modern Art[2]. Er memes bloavezh e voe prenet Early Sunday Morning gant Whitney Museum of American Art.

E 1933 e voe kinniget evit ar wech kentañ un diskouezadeg eus holl oberenn Hopper e Museum of Modern Art New York. E 1939 e kemeras perzh e juri Carnegie Institute hag e 1945 e voe dilennet en avant National Institute of Arts and Letters. E 1952 e voe diskouezet e oebrennoù e Diskouezadeg daouvloaziek Venezia. E 1953 e voe anvet Doctor of Fine Arts gant Art Institute of Chicago.Mervel a reas Hopper d'ar 15 a viz Mae 1967 en e stal-labour e Washington Square e New York. E wreg, anvet Josephine Nivison hag a oa livourez ivez, a varvas dek miz goude, ha reiñ a reas he oberennoù da Whitney Museum of American Art. Oberennoù pouezus all a zo e MoMA New York hag en Art Institute Chicago.

Oberennoù

kemmañ

Perzhioù hag emdroadur

kemmañ

E taolennoù kentañ Edward Hopper e weler Pariz, dreist-holl ar Saena ha mirdi al Louvre (Le Pont des Arts, 1907 ; Après-midi de juin, 1907 ; The Louvre in a Thuderstorm, 1909 ; Le Pavillon de Flore, 1909). Goude e chomadenn e Pariz (1906-1910) e kendalc'has d alivañ taolennoù a denne da Vro-C'hall ur wech distro d'ar Stadoù-Unanet : Soir bleu (1914) ha flemmskeudennoù parizian (bloavezhioù 1920). Bras e voe levezon gweledvaoù Europa war Hopper[10].

P'edo e Pariz e weladennas mirdioù ha diskouezadegoù ha dedennet e voe gant an drivliadelourien (a-drugarez da bPatrick Henry Bruce), ar faouvouriezh hag ivez oberennoù ar vistri izelvroat (Johannes Vermeer, Rembrandt) : pa'z eas d'an Izelvroioù e voe entanet gant An dro-c'hed en noz gant Rembrandt[2]. P'edo e Bro-C'hall e voe entanet gant oberennoù Edgar Degas. Ne voe ket dedennet Hopper gant taolioù-arnod ar gubourien met kentoc'h gant an arzourien wirvoudel (Gustave Courbet, Honoré Daumier, Jean-François Millet). O levezon a weler en e oberennoù kentañ. En daolenn Le Pavillon de Flore (1909, Whitney Museum of American Art, New York) e kaver elfennoù a adkaver en e oberenn a-bezh : diazezet eo an daolenn war un nebeud stummoù mentoniezh eeun, abladennoù livioù bras, hag elfennoù arkitektouriezh (linennoù serzh, re a-blaen ha re skij) a ya d'ober framm diabarzh an taolennoù.

Pa zistroas d'ar Stadoù-Unanet e savas Edward Hopper dourioù-kreñv (1915-1923), skritelloù, engravadurioù (betek 1928) hag ivez dourlivadurioù, diwar atiz e wreg. Tamm-ha-tamm e tilezas gweledvaoù Pariz hag e stagas gant gweledvaoù ha tiez Bro-Saoz Nevez. Er bloavezhioù 1920 e livas taolennoù ma'z implijas livioù teñval, gell ha splann (The City, 1927, Windows, at Night, 1928, Early Sunday Morning, 1930). Pellaat a reas diouzh an drivliadelouriezh hag ec'h implijas abladennoù livioù ha kontrastoù. Ne reas ket kalz poltredoù, war-bouez un emboltred (1925-1930) ha damdresadennoù e wreg Josephine.

Adstagañ a reas gant tudennoù e dibenn ar bloavezhioù 1920 : Chop Suey, 1929, Tables for Ladies (1930) ha Hotel Room (1931) a zo taolennoù ma weler merc'hed. Diwar 1938 e lakaas muioc'h a dudennoù oberiant en e daolennoù : Compartiment C, Car 293 (1938), Cape Cod Evening (1939), Nighthawks (1942).

Muioc'h a zonder psikologel a gaver en dudennoù a livas er bloavezhioù 1950-1965[11] ha diskouez a reas tud o taremprediñ tud all autres (Summer Evening, 1947 ; Four Lane Road, 1956). Tamm-ha-tamm e lakaas splannoc'h ivez an diforc'h etre diabarzh ha diavaez. En taolennoù ma tiskouezas pezhioù e voe nebeutoc'h-nebeutañ a draoù enno : e Rooms by the Sea (1951) ez eo kuzhet an arrebeuri a-dreñv ur voger hag e Morning Sun (1952) n'eus nemet ur gwele er gambr. Tennañ a ra e daolennoù da eñvorennoù adsavet pe da senennoù leurenneiet kentoc'h evit da skeudennoù gwirheñvel. C'hoari a reas ivez gant ar perspektiverezh (Rooms by the Sea, 1951) evel ma reas René Magritte[12].

Dodennoù pennañ

kemmañ

Gweledvaoù war ar maez

kemmañ

Edward Hopper a livas dreist-holl gweledvaoù war ar maez e biz ar Stadoù-Unanet : Cap Cod ha Bro-Saoz Nevez hag e dourioù-tan (Squam Light, 1912, Lighthouse Hill, 1927 ha The Lighthouse at Two Lights , 1929). E-pad e vuhez ez eas da Ganada (1923), beajiñ a reas e diabarzh ar Stadoù-Unanet (1925-1927, 1941) ha da Vec'hiko (1943, 1946, 1951, 1952), met daoust d'ar beajoù-se ez eo dreist-holl aodoù reter ar Stadoù-Unanet a livas.En e weledvaoù n'eus koulz lavarout den ebet : didud eo ar pezh a ginnig, er c'hontrol e tiskouez alies un hent (Road in Maine, 1914) pe un hent-houarn (Railroad Crossing, 1922-1923 ; Railroad Sunset, 1929). An hentoù a servij da skeudenniñ ar beajiñ, an amzer o tremen pe an troc'h etre sevenadurezh ha natur.

Gweledvaoù kêr

kemmañ

Hopper a blije dezhañ gweledvaoù kêr New York ma oa bet o studiañ ha ma oa o labourat (The New York Restaurant, 1922; Manhattan Bridge Loop, 1928). Livañ a reas ivez kêrioù bihanoc'h (American Village, 1912; Office in a Small City, 1953). En e daolennoù e tiskouez perzhioù ar c'hêrioù modern : lec'hioù tremen (letioù, hentoù-houarn, straedoù), dudi (The New York Restaurant, 1922 ; The Circle Theater, 1936 ; New York Movie, 1939), labour (Conference at Night, 1949), kenwerzh (Drug Store, 1927) pe kejadennoù (Chop Suey, 1929; Nighthawks, 1942). En e oberennoù e weler Amerika vodern ar bloavezhioù 1930, ma tiorroas ar gennad tredeel : ne livas labouradeg ebet.

Ma c'hall labour Hopper hañvalout bezañ tost ouzh hini Norman Rockwell ez eus un diforc'h bras etrezo : skeudennerezh ar c'hêrioù bihan amerikan eo a vez kinniget gant Rockwell padal e tiskouez Hopper ez eus enno kement a zigenvez hag er c'hêrioù bras.

Arkitektouriezh

kemmañ
Ti e Cape Cod, damheñvel ouzh Coast Guard Station , 1927

Dedennet-tre e oa Hopper gant an arkitektouriezh[13] ha kalz damdresadennoù savadurioù a savas p'edo e Pariz. Er bloavezhioù 1920 e teuas da vezañ brudet gant e zourlivadurioù ma tiskouez tiez an XIXvet kantved}. Arouezius eus an amzer-dremenet eo ar savadurioù livet gantañ, peurliesañ emaint gronnet gant gant an natur a seblant bezañ spontus. E taolennoù' zo ez eo ar savadur e-unan a seblant spontus evel en daolenn House by the Railroad (1925). Da-heul e livas meur a daolenn (senennoù e kêr pe war ar maez) ma vesk linennoù fin ha re ledan, gant kalz sklêrijenn ha gant tudennoù digenvez a seblant tapet en un trap.

E livadurioù Edward Hopper e weler savaduriom ha tiez da veur a vare war an deiz, evel ma rae an drivliadelourien : diouzh ar mintin (Early Sunday Morning, 1930; Morning Sun, 1952) pe diouzh an noz (Cape Cod Evening, 1939; Railroad Sunset, 1929), pa'z a ar skeudoù war hiraat ha pa vez splannoc'h ar c'hontrastoù. E meur a daolenn e livas an noz ivez (Nighthawks, 1942; Rooms for Tourists, 1945; Conference at Night, 1949).

Livañ kevredigezh ar Stadoù-Unanet

kemmañ

En oberennoù Edward Hopper e weler buhez pemdez an Amerikaned (american way of life), kreñvaet eo efed an taolennoù gant munudoù gwirheñvel : bruderezh (Chop Suey, 1929), arrebeuri kêr (Early Sunday Morning, 1930). An hentoù-houarn, ar moteloù, an straedoù didud pe ar stalioù dour-tan a zo arouezius ivez eus ar vuhez er Stadoù-Unanet.E Nighthawks (1942, Art Institute of Chicago) e tiskouez deomp pratikoù digenvez en un diner. Bras eo ar c'hontrast etre diabarzh ar stal ma'z eus gouloù neon ha teñvalijenn an diavaez.

E taolennoù Hopper e weler ivez ur gevredigezh o cheñch dre ma tiskouez bed ha buhez ar renkad etre, hag az eas war-raok e penn-kentañ an XXvet kantved. E Gas (1940) hag e Western Motel (1957) e weler ganedigezh kevredigezh ar c'hirri-tan. An hentoù, an hentoù-houarn hag ar pontoù a zo arouezioù eus ar vodernelezh, eus ar beajiñ hag eus mestroni tiriad ar Stadoù-Unanet. Gant Cobb's Barns, South Truro (1930-1933) e tiskouez deomp heuliad enkadenn 1929. Diskouez a ra an digenvez er c'hêrioù bras deomp hag ivez tudennoù o deus keuz eus Amerika gozh o vont diwar-wel.

E taolennoù' zo e tiskouez ivez dieubidigezh ar merc'hed a oa kroget goude ar Brezel-bed kentañ : merc'hed livet o dremm betek re e Chop Suey (1929). Dilhad berr ha skañv (South Carolina Morning, 1955; Summer, 1943). Daoust ma'z a ar merc'hed war frankaat e vezont diskouezet bresk hag o-unan gant Hopper (A Woman in the Sun, 1961).

Hopper a livas ivez merc'hed en o noazh (Eleven AM, 1926; A Woman in the Sun, 1961), taolennoù a denn d'an erotegezh (High Noon, 1945) pe d'ar sellerezh (Night Windows, 1928; Morning in a City, 1944; Morning Sun, 1952).

Labourat a reas ivez war an darempredoù paotr/plac'h : e Hotel Lobby (1943) e weler uc 'houblad kozh oc'h en em adkavout hag ur plac'h yaouank o lenn en tu-dehou. E Hotel by a Railroad (1952) e weler ur paotr o vutuniñ hag o sellout dre ar prenestr hag e wreg o lenn hep teurel pled outañ. E Cape Cod Evening (1939) e weler ur c'houblad yaouank o kaozeal en ul loggia. E Sunlight in a Cafeteria (1958) e weler ur paotr o sellout ouzh ur plac'h,sur a-walc'h e klasko koazeal ganti. Hag e-barzh Four Lane Road voies (1956) e seblant ar vaouez bezañ o c'hourdrouz e waz a seblant difrom.

Livañ an digenvez, ar velkoni hag an arallekadur

kemmañ

Tudennoù Hopper a zo dianv, evel patromoù. Pa seller ouzh o dremmoù ne weler tamm trivliad ebet, evel ma teufe an trivliadoù eus an endro m'emaint ennañ kentoc'h. Pa seller ouzh e daolennoù e verzer memestra an didrouz, ar velkoni, tennder hag argaserezh. Ar straedoù didud hag ar pezhioù bras a laka e dudennoù da vezañ pouezus ha tapet gant an arallekadur war un dro. Alies e kinnig Hopper al lenn da stourm ouzh an digenvez : Hotel Room (1931) pe Compartiment C, Car 293 (1938) e-touez livadurioù all. An tudennoù livet gantañ a seblant bezañ o c'hotoz un dra bennak ivez : e Summer (1943) e weler ur plac'h war-sav ouzh treuzoù un nor, evel ma vefe o c'hortoz e teufe unan bennak da gerc'hat anezhi. Difiñv eo an daolenn, war-bouez ar rideozioù.Da ziskouez an diforc'h etre diabarzh ha diavaez e'ch implijas Hopper prinistri, dorioù pe kontrastoù gouloù. En daolenn Rooms for Tourists (1945) ez eus gouloù en diabarzh padal ez eo teñval an diavaez. An aer pe ar gouloù e diabarzh ur pezh a ziskouez an emsell[14].

Awen ha levezon

kemmañ

Awenet eo bet Edward Hopper gant oberennoù ar XVIIvet kantved ( Velázquez, Rembrandt, Vermeer) ha re an XIXvet kantved : Goya, Daumier, Manet. Plijout a rae kalz dezhañ oberennoù Edgar Degas, hag an doare ma kinnige an egor hag a linennoù beskellek a gaver en e daolennoù[15]. Hopper a blije dezhañ ivez barzhonegoù Ralph Waldo Emerson[16] ha kelennadur Carl Gustav Jung ha Sigmund Freud[17]. Alies eo bet keñveriet e daolennoù gant pezhioù-c'hoari Henrik Ibsen (1828-1906)[2].

Edward Hopper a blije ar sinema dezhañ, ha gwelet e vez levezon ar 7vet arz en e oberennoù[18]. Tennañ a ra labour Hopper d'al luc'hskeudenniñ[19], evel ma weler e (Office in a Small City (1953), American Village (1912), The City (1927), House by the Railroad (1925), ha Two Comedians (1965).

Evit a sell ouzh Nighthawks (1942) e lavaras Hopper e oa bet levezonet gant an danevell The Killers gant Ernest Hemingway[20].

Meur a filmaozer en deus implijet oberennoù Edward Hopper : Alfred Hitchcock a implijasHouse by the Railroad (1925) da batrom evit ti Psycho (1960)[13]. E daolenn Night Windows (1928) a laka da soñjal er film Rear Window (1954).

Menegomp ivez George Stevens (Giant, 1956), Terrence Malick, Sam Mendes, Wim Wenders (Paris, Texas, 1984; The End of Violence, 1997), Tim Burton (Sleepy Hollow, 1999), Alan Rudolph (Choose me, 1984), Peter Greenaway (The Cook, the Thief, his Wife and her Lover , 1989), Warren Beatty (Dick Tracy, 1990), ar Vreudeur Coen (Barton Fink, 1991) pe c'hoazh Woody Allen (Sweet and Lowdown, 1999[21]). Jackson Pollock, Francis Bacon hag Edward Hopper eo an tri livour a blij ar muiañ d'ar filmaozer stadunanat David Lynch[18].

Oberennoù Edward Hopper

kemmañ

Livadurioù pennañ Edward Hopper :

TitlBloavezhPerc'hennet gantDodennoùLuc'hskeudenn
Painter and Model1902-1904Whitney Museum of American Artlivour, plac'h, noazhder, taolenn
Bridge in Paris1906Whitney Museum of American ArtPariz, pont
Le Pont des Arts1907Whitney Museum of American ArtSaena, pont, Louvre[1]
Après-midi de juin1907Whitney Museum of American ArtLouvre, Saena, pont
Les lavoirs à Pont Royal1907Whitney Museum of American ArtSaena, poull-kannañ, pont
Louvre and Boat Landing1907Whitney Museum of American ArtLouvre, Saena, kae-lestrañ
The El Station1908Whitney Museum of American Artti-gar, hent-houarn[2]
Summer Interior1909Whitney Museum of American Artplac'h, kambr, gwele, noazhder[3]
The Louvre in a
Thunderstorm
1909Whitney Museum of American ArtLouvre, Saena, pont, bagoù
Le Pont Royal1909Whitney Museum of American ArtLouvre, Saena, pont
Le Quai des Grands Augustins1909Whitney Museum of American Artpont, straed, savadur
Le pavillon de Flore1909Whitney Museum of American ArtLouvre, Saena
The Wine Shop1909Whitney Museum of American Arttavarn, pont, koublad
American Village1912Whitney Museum of American Artstraed, ti, kirri
Squam Light1912tour-tan, tiez, bagoù
Queensborough Bridge1913Whitney Museum of American ArtNew York, pont[4]
Soir bleu1914Whitney Museum of American Artfurlukin, koublad, plac'h, sigaretennoù
Road in Maine1914Whitney Museum of American ArtMaine, natur, hent[5]
Blackhead, Monhegan1916-1919Whitney Museum of American ArtMaine, gweledva, mor[6]
Stairways1919Whitney Museum of American Artdiri, dor, koad
The New York Restaurant1922Muskegon Art Museum
Michigan
preti, koublad, plac'h[7]
Railroad Crossing1922-1923Whitney Museum of American Arthent-houarn, hent,
ti, koad
House by the Railroad1925Museum of Modern Arthent-houarn, ti[8]
Self-Portrait1925-1930Whitney Museum of American Artemboltred[9]
Sunday1926Dastumad Phillips
Washingon DC
den, straed, savadurioù[10]
Drug Store1927Museum of Fine Arts, Bostonapotikerezh, noz, straed[11]
Lighthouse Hill1927Dallas Museum of Arttour-tan, ti, torgenn[12]
Coast Guard Station1927Montclair Art Museumti
Automat1927Des Moines Art Centerplac'h, tavarn, prenestr,
noz, frouezh
[13]
The City1927University of Arizona Museum of Artkêr, straedoù, savadurioù[14]
Night Windows1928Museum of Modern Artnoz, prenestr,
plac'h, savadur
[15]
Manhattan Bridge Loop1928Addison Gallery of
American Art
New York, hent-houarn, gouloù-straed
Railroad Sunset1929Whitney Museum of American Arthent-houarn, gweledva, serr-noz[16]
The Lighthouse at Two Lights1929Metropolitan Museum of Arttour-tan, ti[17]
Chop Suey1929Dastumad preveztavarn, merc'hed, koublad
prinistri, barr-ti
[18]
Early Sunday Morning1930Whitney Museum of American Artstraed, savadurioù,
arrebeuri kêr
[19]
Tables for Ladies1930Metropolitan Museum of Artpreti, merc'hed
koublad, frouezh
Corn Hill
(Truro, Cape Cod)
1930McNay Art Institute,
San Antonio
tiez, torgennoù[20]
Cobb's Barns, South Truro1930-1933Whitney Museum of American Artgrañj, gweledva, torgennoù
New York, New Haven
and Hartford
1931Indianapolis Museum of Arthent-houarn, tiez, gwez
Hotel Room1931Diazezadur Thyssen-Bornemiszaleti, kambr, gwele
plac'h, lenn
[21]
Dauphinée House1932ACA Gallerieshent-houarn, ti
Room in New York1932Sheldon Memorial Art Gallery
and Sculpture Garden
leti, koublad, lenn[22]
Macomb’s Dam Bridge1935Brooklyn Museumpont, stêr
kêr, savadurioù
The Circle Theater1936Dastumad prevezc'hoariva, straed savadur
arrebeuri kêr
[23]
Cape Cod Afternoon1936Museum of Art,
Carnegie Institute
Cap Cod, tiez[24]
Compartiment C,
Car 293
1938Dastumad IBM Corporationtren, plac'h, lenn, pont[25]
New York Movie1939Museum of Modern ArtNew York, sinema,
plac'h, diri
[26]
Cape Cod Evening1939National Gallery of Art,
Washington DC
Cap Cod, koublad, ki, ti, koad[27]
Ground Swell1939Corcoran Gallery of Artbag, mor, houlenn,
plac'h, paotred
[28]
Gas1940Museum of Modern Artstal, paotr, koad, hent[29]
Office at Night1940Walker Art Center (Minneapolis)burev, plac'h, paotr, prenestr[30]
Nighthawks1942Art Institute of Chicagotavarn, plac'h, paotred,
noz, straed
[31]
Dawn in PennsylvaniaTerra Museum of
American Art
hent-houarn, tren, savadurioù
Hotel Lobby1943Indianapolis Museum of Artostaleri, koublad, plac'h, lenn[32]
Summer1943Delaware Art Museumplac'h, savadur, prinistri
Solitude1944Dastumad prevezti, koad, hent
Morning in a City1944Williams College Museum of Artplac'h, noazhder, kambr,
gwele, prenestr, kêr
Rooms for Tourists1945Yale University Art Galleryti, noz[33]
August in the City1945Norton Gallery of Art
West Palm Beach
ti, koad[34]
Summer Evening1947Dastumad prevezkoublad, noz, ti[35]
Pennsylvania Coal Town1947Butler Institute of
American Art, Youngstown OH.
ti, diri, paotr[36]
Seven AM1948Whitney Museum of American Artmintin, koad, ti
Noon1949Dayton Art Instituteti, plac'h
Conference at Night1949Wichita Art Museumplac'h, paotred
prenestr, noz
Cape Cod Morning1950National Museum of American ArtCap Cod, plac'h, ti, koad[37]
Rooms by the Sea1951Yale University Art Gallerykambreier, mor, dor[38]
Morning Sun1952Columbus Museum of Artplac'h, kambr, gwele,
prenestr, kêr
[39]
Hotel by a Railroad1952Hirshhorn Museum and Sculpture Gardenkambr, koublad, prenestr,
kêr, lenn
[40]
Sea Watchers1952Dastumad prevezkoublad, mor, ti, avel,
Office in a Small City1953Metropolitan Museum of Artburev, paotr, prenestr, savadurioù[41]
South Carolina Morning1955Whitney Museum of American Artplac'h, ti
Hotel Window1956Dastumad The Forbes Magazineostaleri, prenestr, plac'h, kêr
Four Lane Road1956Dastumad prevezkoublad, stal, hent
koad, kador-vrec'h
[42]
Western Motel1957Yale University Art Galleryostaleri, karr
gweledva, plac'h
Sunlight in a Cafeteria1958Yale University Art Gallerytavarn, pac'h, paotr,
prenestr, straed
[43]
Excursion into Philosophy1959Dastumad prevezkoublad, kambr
prenestr, lenn
[44]
Second Story Sunlight1960Whitney Museum of American Artkoublad, lenn, ti, koad[45]
People in the Sun1960National Museum of American Art
Washington DC
gweledva, lenn, paotred
merc'hed, hent, heol
[46]
A Woman in the Sun1961Whitney Museum of American Artplac'h, noazhder, prenestr,
gwele, gweledva
[47]
New York Office1962Montgomery Museum of Fine ArtsNew York, burev, plac'h, prenestr[48]
Intermission1963Dastumad prevezplac'h, kador-vrec'h
Sun in a Empty Room1963Dastumad prevezkambr, prenestr, koad[49]
Chair Car (gwerzhet e 2005, 10 865 milion a euroioù)1965Dastumad prevezplac'h, lenn[50]
Two Comedians1965Dastumad prevezkoublad, dilhad, c'hoariva[51]


Prizioù

kemmañ
  • 1919 : priz kentañ kenstrivadeg vroadel United States Shipping Board Emergency Fleet gant ur skritell[5].
  • 1923 : Logen Prize gant Chicago Society of Etchers
  • 1955 : medalenn aour al livañ gant National Institute of Arts and Letters
  • 1960 : priz Art in America

Diskouezadegoù

kemmañ

Holl ziskouezadegoù New York, nemet ma'z eus meneget lec'hioù all

  • 1908 : diskouezadeg a-stroll, Harmonie Club
  • 1912 : diskouezadeg a-stroll, Mac Dowell Club
  • 1915 : diskouezadeg a-stroll, Mac Dowell Club
  • 1920 : kentañ diskouezadeg hiniennel (eoullivadurioù), Whitney Studio Club.
  • 1922 : diskouezadeg flemmskeudennoù, Studio Club.
  • 1924 : diskouezadeg dourlivadurioù, Frank K. Rehn Gallery.
  • 1926 : diskouezadeg dourlivadurioù, Boston Art Club (Boston).
  • 1927 : diskouezadeg dourlivadurioù, eoullivadurioù hag oberennoù moullet, Rehn Gallery.
  • 1928 : diskouezadeg dourlivadurioù, Morgan Memorial, Hatford, Connecticut.
  • 1929 : diskouezadeg e Frank K. M. Rehn Gallery.
  • 1933 : diskouezadeg hollek kentañ (kilsell) e Museum of Modern Art.
  • 1934 : diskouezadeg en Arts Club Chicago.
  • 1950 : diskouezadeg hollek (kilsell) e Whitney Museum of American Art ; kinniget goude-se e Mirdi arzoù-kaer Boston]] hag e Detroit Institute of Arts.
  • 1959 : diskouezadeg e Currier Gallery of Art, Manchester (New Hampshire), kinniget goude-se e Rhode Island School of Design (Providence)
  • 1964 : diskouezadeg hollek (kilsell) e Whitney Museum of American Art, kinniget goude-se en Art Institute de Chicago
  • 1989 : diskouezadeg e Marsilha (Mirdi Cantini).
  • E 2004 : un dibab livadurioù gant Hopper a voe kinniget en Europa : e Köln hag en Tate Modern e Londrez, ma teuas 420 000 gweladenner dindan tri miz.
  • 6 a viz Mae - 19 a viz Eost 2007 : oberennoù 1925-1950 e Mirdi arzoù-kaer Boston : 50 eoullivadur, 30 dourlivadur ha 12 engravadur[22].
  • 2010: diskouezadeg hollek (kilsell) e Diazezadur ar Peniti, Lausanne: 160 taolenn brudet-kenañ[23]

Mammennoù

kemmañ
  • Daniel Royot, Jean-Loup Bourget, Jean-Pierre Martin, Histoire de la culture américaine, Paris, P.U.F., 1993, (ISBN 2130454895)
  • Rolf Günter Renner, Edward Hopper, Taschen, 2001, (ISBN 3822814377)
  • A-stroll, Edward Hopper, savet da-geñver « Edward Hopper », 23 a viz Even / 24 a viz Gwengolo 1989, Mirdi Cantini, Marseille, Adam Biro (ISBN 2876600498)

Levrlennadur

kemmañ

E galleg :

  • Éric Darragon, Richard R. Brettell, Edward Hopper. Les années parisiennes 1906-1910, Le Passage, (ISBN 2847420517)
  • Jean-Paul Hameury, Edward Hopper, Folle Avoine, 1992.
  • Heinz Liexbrock, Edward Hopper. Quarante Chefs-d’œuvre, Munich, Schirmer / Mosel, 1988.
  • Jean Foubert, « Edward Hopper, David Lynch : mises en perspectives » in Colloque " Vous avez dit Hopper ? ").

E saozneg :

  • Avis Berman, Edward Hopper's New York, Pomegranate Communications, 2005, (ISBN 0764931547)
  • Edward Hopper, Deborah Lyons, Brian O’Doherty, Edward Hopper : A Journal of His Work, W. W. Norton & Company, 1997, (ISBN 0393313301)
  • Gail Levin, Edward Hopper: The Art and the Artist, W. W. Norton & Company, 1996, (ISBN 0393315770)
  • Gail Levin, Edward Hopper: An Intimate Biography, Rizzoli, Upd Exp edition, 2007, (ISBN 0847829308)
  • Edward Lucie-Smith, Lives of the Great 20th-Century Artists, Thames & Hudson, 1999, (ISBN 0500237395 )
  • Virginia M. Mecklenburg, Edward Hopper: The Watercolors, W. W. Norton & Company, 1999, (ISBN 0393048497)
  • Gerry Souter, Edward Hopper, Parkstone, 2007, (ISBN 9781859954485)
  • Carol Troyen, Judith Barter, Elliot Davis, Edward Hopper, Boston, Museum of Fine Arts Publications, 2007, (ISBN 0878467122)
  • Walter Wells, Silent Theater: The Art of Edward Hopper, Phaidon Press, 2007, (ISBN 0714845418)

Notennoù

kemmañ
  1. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.33
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 Edward Hopper (1882-1967), The Artchive : http://www.artchive.com/artchive/H/hopper.html
  3. Collectif, Edward Hopper, 1989, p. 32
  4. Chomadenn gentañ : miz Here 1906 / miz Eost 1907 ; eil hini : miz Meurzh-miz Gouere 1909 ; trede hini : un nebeud sizhunvezhioù e 1910
  5. 5,0 ha5,1 Collectif, Edward Hopper, 1989, p.117
  6. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.16
  7. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.31
  8. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.50
  9. 9,0 ha9,1 R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 10
  10. 'America seemed awfully crude and raw when I got back. It took me ten years to get over Europe ; in Brian O’Doherty, American Masters : The Voice and the Myth, New York, Random House, 1973, p.16
  11. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 15
  12. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 60
  13. 13,0 ha13,1 D. Royot, J.-L. Bourget, J.-P. Martin, Histoire de la culture américaine, 1993, p.413
  14. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p.8-9
  15. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 41
  16. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 28
  17. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.62
  18. 18,0 ha18,1 Edward Hopper (1882-1967), http://www.cineclubdecaen.com/peinture/peintres/hopper/hopper.htmCiné-club de Caen
  19. Collectif, L’Art des États-Unis, troet gant Christiane Thiollier, Citadelles et Mazenod, 1992 (ISBN 2-85088-060-4), p.250
  20. Collectif, L’Art des États-Unis, troidigezh gant Christiane Thiollier, Citadelles et Mazenod, 1992 (ISBN 2-85088-060-4), p.250
  21. Cf. Blog La Boîte à Image, "Edward et Woody"
  22. Edward Hopper, Boston Museum of Fine Arts, https://web.archive.org/web/20070706034214/http://www.mfa.org/exhibitions/sub.asp?key=15&subkey=2144
  23. http://www.fondation-hermitage.ch/

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.