Dinarzh

kumun Il-ha-Gwilen

Dinarzh a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen e Bro-Sant-Maloù, war aber ar Renk e-tal Sant-Maloù. Ur c'houronklec'h brudet eo, roet ar brall dezhañ gant ar Saozon e fin an XIXvet kantved.

Dinarzh
Tiez-hañv e Beg ar Vilinig.
Tiez-hañv e Beg ar Vilinig.
Ardamezioù
Anv gallaouekDinard
Anv gallek (ofisiel)Dinard
Bro istorelBro-Valoù Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
DepartamantIl-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
ArondisamantSant-Maloù
KantonSant-Maloù-2
Kod kumun35093
Kod post35800
Maer
Amzer gefridi
Arnaud Salmon
2020-2026
EtrekumuniezhKK Aod an Emrodez
Bro velestradurelBro Sant-Maloù
Lec'hienn webhttp://www.ville-dinard.fr
Poblañsouriezh
Poblañs10 235 ann. (2020)[1]
Stankter1 305 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 38′ 00″ Norzh
2° 03′ 37″ Kornôg
/ 48.6333333333, -2.06027777778
Uhelderioùbihanañ 0 m — brasañ 56 m
Gorread7,84 km²
Lec'hiañ ar gêr
Dinarzh

Douaroniezh

kemmañ
Aod ar Prioldi, war an aber, Gouhere 2011.

War aod Mor Breizh emañ Dinarzh, e lez kleiz aber ar stêr Renk; e lez-dehoù an aber emañ Sant-Servan, stag ouzh Sant-Maloù hiriv.

Stêrioù

kemmañ
  • Ur stêr, ar Renk.
  • Ur wazh, ar Barbine, e en em daol er Renk, e Traezheg ar Prioldi.

Kumunioù amezek

kemmañ
  • Savet eo bet Dinarzh etre bourk kozh Sant-Enogad hag an aber, dirak an draezhenn vras, ha "Sant-Enogad" e oa anv ar gumun betek 1879, "Dinarzh-Sant-Enogad" etre 1879 ha 1921 ha Dinarzh hepken abaoe.
Izelvos dilestradeg Yann IV war porzh Dinarzh.

Yann IV, bet ganet da vare brezel an Hêrez, a voe desavet e Bro-Saoz betek e driwec'h vloaz. Anavezet e voe da Zug Breizh nemetañ e 1365 hervez Kentañ Feur-emglev Gwenrann da heul e drec'h war Charlez Bleaz en Alre hag a verkas diwezh ar brezel. Met ezhomm en doa eus harp ar Saozon, ha pa darzhas ar brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz e 1369 e sinas dre guzh un emglev gant ar Saozon. Charlez V, roue Frañs, a gasas da Vreizh un arme renet gant Beltram Gwesklin hag a lakaas embann an emglev war ar groaz. Dilezet gant holl aotrouien ar vro e rankas Yann IV mont en-dro d’an harlu da Vro-Saoz d'an 28 a viz Ebrel 1373.

E 1378 e kredas da Charlez V e oa deuet poent lakaat e grabanoù war Breizh. Siwazh dezhañ, n'en doa ket priziet nerzh ar santad broadel breton. Sevel a reas ar boblañs a-enep dezhañ, forzh pe du e vefe bet hini pe hini e-doug brezel an Hêrezh. Aspedet e voe Yann IV da zont en-dro. Dilestriñ a reas hemañ e porzh Dinarzh d'an 3 a viz Eost 1379. Degemeret e voe gant un engroez entanet, gant Janed Pentevr (intañvez Charlez Bleaz), ha gant holl noblañsed ar vro.

Taolennet eo an degouezh-se er sonenn hengounel milanavezet An Alarc'h he zitl, bet embannet gant Kervarker er Barzhaz Breizh. D'an 3 a viz Eost 1929, da-geñver 650vet deiz-ha-bloaz dilestradeg Yann IV, e voe staliet un izelvos en arem (s.o. al luc'hskeudenn a-us) e porzh Dinarzh; e welet a c'haller war pourmenadenn ar loargann, eus tu hanternoz ar Yacht Club.

Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: graet e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person en ur sevel diferadennoù na c'hellent ket bout degemeret gant ar Vodadenn vonreizhañ vroadel[2].

Traezhenn ar Skluz e Dinarzh.

Ur gêr diouzh ar c'hiz e oa deuet da vezañ, e penn kentañ an XXvet kantved, gant Saozon binvidik o sevel tier eno. Mari Manac'h, a orin eus Benac'h, anavezet evel Lady Mond, gwreg sir Mond, roue an nikel, he doa un ti eno anvet Castle Mond. Niverusoc'h eo hañvourien Pariz en hon amzer. Brudet eo an traezhennoù, ar c'hazino, fest filmoù Breizh-Veur.

  • Mervel a reas 344 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 4,91% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
  • E miz Meurzh 1940 e teuas ur repuad gant e diegezh eus Aodoù-an-Hanternoz da gelenn el Lycée Pierre-Corneille deut a Bariz[4].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas c’hwec’h milour eus ar gumun[8].
  • Mervel a reas seizh milour eus ar gumun[9].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Bered ar C'hommonwealth: Dinard English Cemetery e bered nevez kumun Dinarzh

kemmañ
BroNiver a soudarded
Kanada1 (Aerlu)
Rouantelezh-Unanet59 (Aerlu: 10; Morlu: 49)
Dianv49
Hollad109

Ul lodenn eus bered Dinarzh a oa bet gouestlet d'ar Vreizhveuriz gant ar gumun a-raok an Eil brezel-bed. Implijet e voe e-pad ar brezel da zouarañ milourion eus ar C'hommonwealth. Re ar Morlu a varvas pa'z eas an H.M.S. Charybdis d'ar strad d'an 23 a viz Here 1943[12].

Traezhennoù

kemmañ

Peder zraezhenn bennañ zo er gumun gant ur post evezhiañ hag aveadurioù evit an hañv :

  • traezhenn Port-Gwenn (Port-Blanc), e kumun Sant-Luner war un dro, an dachenn-gampiñ kêr en he hed[13] ;
  • traezhenn Sant-Enogad, e-kichen karter kozh Sant-Enogad ;
  • traezhenn ar Skluz, traezhenn bennañ ar gêr e-kichen ar c'hreiz-kêr. A-hed anezhi emañ ar c'hazino, ar poull-neuial ha palez ar C'hendalc'hioù ;
  • traezhenn ar Prioldi, e penn reter pormenadenn ar Sklaer Loar.

Sevenadur

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ
  • E distro-skol 2023 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 46 skoliad (8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[14].

Obererezhioù, abadennoù ha darvoudoù

kemmañ
  • marc'had teir gwech bep sizhun war reper ar C'hoc'hu
  • marc'had ar plant
  • foar ar c'hozighelloù
  • Festival ar Film breizhveuriat Dinarzh bep miz Here
  • Dinard Comedy Festival, festival fent etre fin miz Ebrel ha penn-ketañ miz Mae,
  • sizhun ar sinema alaman etre fin miz Mae ha penn-kentañ miz Even
  • ar regata Cowes-Dinarzh aozet gant sikour Yacht Club Dinarzh

Marc'hegerezh

kemmañ

Jumping etrebroadel 5 sterenn, bep miz Gouere.

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn

kemmañ

Poblañs

kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

kemmañ

[15]

Tud liammet gant kêr

kemmañ
  • an Dug Yann IV a zouar eus Bro-Saoz e dibenn ar XIVvet kantved. Kontet eo bet an douarañ-se gant unan eus kanaouennoù brudetañ ar Barzaz Breiz anvet An Alarc'h. Diskouez a ra deroù gounid Yann IV e Breizh. Ur blakenn e hent-bale an heol-loar a zalc'h soñj eus an darvoud-se.
  • al livour Jean Carzou (1907-2000). E Dinarzh emañ ar mirdi Jean Carzou.

Td ganet e Dinarzh:

kemmañ

Tud bet e Dinarzh:

kemmañ

Aveadurioù

kemmañ
  • An Arzhez (« L'Ourse »), mediaoueg ar gêr.

Touristerezh

kemmañ

Ur c'houronklec'h brudet eo Dinarzh. Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Gevelliñ

kemmañ
BroKêrAbaoe
AlamagnStarnberg1977
Kernev-VeurTewynblustri1986

Melestradurezh

kemmañ

Maered

kemmañ
An ti-kêr
Roll ar vaered
MareAnvStrolladKarg
17901794Jean-François Lechapt
17941795Jean Piet
18001801Robert Lotelier
18011804Victor Poulain
18041813Robert Lotelier
18131815Victor Poulain
18151815Jean-Baptiste Guibourg
18151815Robert Lotelier
18151828Victor Poulain
18281830Servan Couyon
18301832Joseph Petit
18321837Jacques Cadet
18371839Servan Hervichon
18391844Jean Lecourt
18441848Servan Hervichon
18481850Jean Lecourt
18501852Julien Lelandais
18521857Servan Hervichon
18571861Jean Bruzzo
18611866Auguste Aubert
18661870Joseph Boinard
18701871Élie Pompon
18711871Henry Merlin
18711876Jean-Marie Simon
18761900Louis Lhotelier
19001908Jean-Marie Degas
19081919Paul Crolard
19191927Paul Thorel
19271930Paul Crolard
19301932René Kieffer
19321938Lucien Kester
19381941Émile Bara
19411944Arsène Jeanne
19441944Armand Doury
19441945Émile Bara
19451953Louis Léouffre
19531962Yves Verney
19621967Yvon BourgesUNR-UDTMinistr (1965-1973 / 1973-1980)
Kannad europeat (1973-1975)
Senedour (1980-1998)
Kannad (1962-1978)
Prezidant Kuzul Rannvroel Breizh (1986-1998)
Kuzulier-departamant (1964-1988)
19671971André MassonDehoù-diseurt
19711989Yvon BourgesUDR, RPR
198923 Genver 2010Marius Mallet[16]Dehoù-diseurt
23 Genver 20104 Ebrel 2014Sylvie Mallet[17]Dehoù-diseurt
4 Ebrel 201410 Ebrel 2017Martine Craveia-Schütz[18]Dehoù-diseurt
10 Ebrel 20174 Gouere 2020Jean-Claude MahéKleiz-diseurt
4 Ebrel 20142020Martine Craveia[19]Dehoù-diseurt
2020→ bremañArnaud Salmon
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.20
  3. 3,0 ha3,1 (fr)[1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Isabelle Le Boulanger, L'Exil espagnol en Bretagne 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pajennoù 289
  5. 5,0 5,1 ha5,2 (fr)Pertes RAF
  6. 6,0 ha6,1 Pertes USAAF
  7. (fr)39-45 Jours de guerre
  8. (fr)Memorial Genweb
  9. (fr)Memorial Genweb
  10. (fr)Université de Lille
  11. (fr)Memorial Genweb
  12. (en)Commonwealth War Graves Commission
  13. Kinnig tachenn-gampiñ kêr Dinarzh
  14. (fr)Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
  15. EBSSA
  16. Roet en doa e zilez d'an 8 Genver 2010. Dave: Ouest-France
  17. Stéphanie Bazylak, « Dinard, les Mallet restent maîtres de la mairie », Ouest-France, 24 Genver 2010.
  18. « Une maire, 33 conseillers municipaux, neuf adjoints », Ouest-France, 5 Ebrel 2014.
  19. (fr) « Arnaud Salmon officiellement maire de Dinard », Le Télégramme, 4 Gouere 2020.