Dinan

kumun Aodoù-an-Arvor

Dinan zo ur gêr e Bro Sant-Maloù, ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh; pennlec'h Arondisamant Dinan eo ha hini kanton Dinan.

Dinan
Ar porzh war ar Renk.
Ar porzh war ar Renk.
Ardamezioùlogo
Anv gallaouegDinan
Anv gallek (ofisiel)Dinan
Bro istorelBro-Valoù Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
DepartamantAodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
ArondisamantDinan (isprefeti)
KantonDinan (pennlec'h)
Kod kumun22050
Kod post22100
Maer
Amzer gefridi
Didier Lechien
2020-2026
EtrekumuniezhDinan Tolpad-kêrioù (sez)
Bro velestradurelBro Dinan
Lec'hienn webhttp://www.dinan.fr
Poblañsouriezh
Poblañs14 682 ann. (2020)[1]
Stankter1 686 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 27′ 23″ Norzh
2° 02′ 56″ Kornôg
/ 48.4563888888889, -2.048888888889
Uhelderioùkreiz-kêr : 76 m
bihanañ 7 m — brasañ 132 m
Gorread8,71 km²
Lec'hiañ ar gêr
Dinan

Kresket eo bet ar gumun d'ar 1 a viz Genver 2018 goude bezañ bodet gant Lehon[2].

Douaroniezh kemmañ

  • War lez ar stêr Renk emañ Dinan.

Kumunioù amezek kemmañ

Anv kemmañ

  • Erwan Vallerie ː Dignanno, c 1120; Dinam, 1167, 1181; Dignan, 1198; Dinam, 1249; Seint Mallou de Dinan, 1256; Dynam, 1297; Dynain, 1306; Dynam, 1326, 1366; Dinimium, 1452; Dinan, XVIvet kantved; Dinant, 1566.
Gerdarzh

Galianeg dunon "kreñvlec'h" → henvrezhoneg din heñvelster + lostger bihanaer -an[3].

Ardamezioù kemmañ

« En gul e gastell en aour leinet gant teir zourigan; e gab en erminoù »
  • Hervez siell Charlez Dinan (1370)
  • Hervez d'Hozier (1697): tri c'hastell

Istor kemmañ

Dispac'h Gall kemmañ

  • 1790: gant lezenn ar 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Dinan da benn ur bann[4].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Tulle, person, ha Le Sénéchal, vikel parrez Sant Maloù ha gant Carron, person, ha Buret, vikel parrez ar Salver, mui un abad, du Chastel, ur c'helenner doueoniezh, De Rouillac, hag eizh beleg arall, Puelle, Urot, Plesse de Saint-Mirel, Burel, Bertier, Manet, Le Coq ha Girard[5].

XIXvet kantved kemmañ

Befrez porzh-houarn Dinan, 1935

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 248 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 2,17 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].

Eil brezel-bed kemmañ

  • Miz Eost 1944: bombezet ha kanoliataet e voe Dinan d'an 2 gant lu SUA[7]. Lazhet e voe ur pomper[8]. Dieubet e voe Dinan d'ar 6 gant ar 6th Armored Division eus lu SUA[9].
  • Mervel a reas 33 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[10].

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ
  • Mervel a reas nav soudard ag ar gumun.
Brezel Aljeria kemmañ
  • Mervel a reas eizh soudard ag ar gumun.

Film kemmañ

Sport kemmañ

Mell-droad kemmañ

Marc'hhouarnerezh (Tro Bro-C'hall) kemmañ

Brezhoneg kemmañ

  • E-kerzh ar bloavezhioù 1930 e votas kuzul-kêr Dinan ur gouestl evit kelenn ar brezhoneg er skolioù, diwar atiz al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES)[11].
  • Ur skol Diwan zo eno abaoe 2000.
  • E distro-skol 2022 e oa 109 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (7,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Iliz katolik Sant Maloù ha penniliz katolik ar Salver.
  • Monumant ar re varv er Blasenn Jeneral Leclerc, luc’hskeudennoù ha kartennoù-post[13]. E miz Eost 1922 e voe dioueliet[14].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[15].

Poblañs kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793 kemmañ

Demografiezh
196219681975198219901999200620122013
128471313713429122671159110907112351076810240
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Tud bet ganet eno kemmañ

Tud marvet eno kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

Avril pe Apuril

Jean, eskemmer-arc'hant e 1518; Macé, tailhanter war domani ar Roué, e Dinan

En argant e gebrenn en gul karget gant teir rozenn en aour, heuliet ouzh kab gant daou penn leon en sabel, hag ouzh beg gant ur steredenn ivez en sabel

Aubry François,
letanant milis Dinan e 1696
En glazur e zaou leon penn-ouzh-penn, o skorañ ur skoedig en argant karget gant un abrikezenn c'heotet
Le Bart Geoffroi,
senesal Dinan e 1258
En glazur e leonparzh en argant

Gevelliñ kemmañ

BroKêrAbaoe
 WalloniaDinant1960
GalizaLugo1971
Bro-SaozExmouth1972

Liammoù diavaez kemmañ


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur kemmañ

  • (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br) Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Arrêté du 30 septembre 2017 portant création de la commune nouvelle de Dinan.
  3. (fr)Deroy, Louis & Mulon, Marianne. Dictionnaire des noms de lieux. Paris : Le Robert, 1992, p. 138-b (ISBN 978-2-85036-195-1)
  4. (fr)J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p. 105
  5. (fr)Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p. 12
  6. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  7. (fr)Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.138, Éditions Astoure, 2008
  8. (fr)Mémorial GenWeb
  9. (fr) Ouest-France 08/12/2009, gant luc'hskeudennoù
  10. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  11. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 267, Kemper, Nouvelles Éditions bretonnes, 1936
  12. (br)Kelenn / Sifroù pennañ distro-skol ar c'helenn divyezhek e 2020
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. (fr)Université de Lille
  15. (fr)Memorial Genweb