Colorado (stêr)
Ar stêr Colorado (saozneg: Colorado River; spagnoleg: Río Colorado; marikopaeg: Xakxwet; moc'haveg: Aha Kwahwat; havasoupaieg: Ha Ŧay Gʼam pe Sil Gsvgov; yavapaieg: ʼHakhwata) a zo ur stêr vras e mervent ar Stadoù-Unanet hag e gwalarn Mec'hiko. 2 230 km eo he hed. Sachañ a ra dourredoù un darn eus kornadoù krin tu kornaoueg ar Menezioù Roc'hellek. Brudet bras eo ar Ganienn Veur bet toullet gant ar stêr a-hed an amzerioù. Echuiñ a ra he red e pleg-mor Kalifornia. Kement e vez tennet korvo anezhi evit dourañ avat ma c'hall mont da hesk en he lodenn draoñ ha ne dap ket mont betek ar mor a-wechoù.
Ar stadoù treuzet gant ar stêr kemmañ
Treuziñ a ra stadoù:
- Colorado
- Utah
- Arizona
- Dispartiañ a ra Nevada diouzh Arizona.
- Dispartiañ a ra Kalifornia diouzh Arizona.
E Mec'hiko e tisrann Kalifornia-Izel diouzh Sonora.
Liammoù diavaez kemmañ
🔥 Top keywords: DegemerDibar:KemmoùDiwezhañCarles PuigdemontDibar:KlaskWikipedia:SkoazellEil Brezel-bedWiki HowBrezel diabarzh Stadoù-Unanet AmerikaWikipedia:Porched ar gumuniezhLauraziaWikipedia e brezhonegTreuzreizhelezhBengaluruOfiserien-Veur Dugelezh BreizhWikipedia:Kumuniezh/An davarnBro-C'hallDeiziadur muzulmatSkoazell:SkoazellBrezhonegØSveden1279Fabien LécuyerWikimedia FoundationFellasionBreizhStragonEneppabPatrom:Kartenn:etiketennVerb didermenSkoazell:Kont implijerFrancisco IbáñezKêr-bennRummad:1983Wikipedia:Diwar-bennMoudennRummad:Implijerien zh-HantStadoù-Unanet AmerikaLogodenn (stlenneg)