Cathbad (heniwerzhoneg: [ˈkaθvað]), pe Cathbhadh en iwerzhoneg a-vremañ, eo an drouiz pennañ e lez ar Roue Conchobar mac Nessa e kelc'hiad Ulaid, e gwengelouriezh Iwerzhon. Komz a ra a-raok ar roue. Kelenn a ra ivez an drouizelezh d'ur strollad kant den yaouank[1].

Anv zo anezhañ en div zanevell a gont ganedigezh Conchobar, hag en unan anezhe e lârer eo tad Conchobar. En danevell gentañ, Ness, merc'h Eochaid Sálbuide (da lâret eo "Eochaid e seulioù melen"), roue Ulad, a c'houlenn gant an drouiz petra en devoa gwelet er ragarouezioù d'ar mare-se (rak un drouiz a c'hall diouganiñ an dazont diouzh ar pezh a wel). Cathbad a eilgerias e oa "ar pred evit engehentañ ur roue pe ur rouanez". Ne oa gour ebet tro-dro estroc'h evit Cathbad ha neuze e tivizas Ness e gemer en he gwele kerkent da engehentañ ur mab[2].

En eil danevell e oa bet fiziet Ness e 12 tad-mager d'he desevel hervez youl he zad Eochaid. Cathbad, un drouiz eus su Ulster a oa e penn ur bagad Fiannaed (da lâret eo brezelourien yaouank dizouar), a blavas war o zi hag a lazhas he 12 tad-mager. Dre ma ne ouie ket piv en doa kaset an taol da benn ne c'helle Eochaid ober netra. Divizout a reas Ness neuze sevel he bagad dezhi hec'h-unan gant 27 fianna da glask an dorfedourion. Un deiz m'emañ he brezelourien o fardañ boued ha ma'z eo aet da gouronkañ en noazh en ul lenn, hec'h-unan, en em gav Cathbad hag e baotred. Mirout a ra outi da gemer he dilhad hag hec'h armoù ha gourdrouz anezhi gant beg e gleze. Hag eñ hag azgoulenn tri zra diganti : ar peoc'h, he mignoniezh ha ma teufe da vezañ e wreg. Ne c'halle Ness ober netra estroc'h evit plegañ da saveteiñ he buhez. Dont a reas neuze da vezañ brazez, diwar he c'haredig, ar roue Fachtna Fáthach hervez ur stumm eus an istor, ha diwar Cathbad hervez ur stumm all[3]. P'edo Ness war-nes gwilioudiñ e tisklêrias Cathbad dezhi he devefe ur mab hag e vefe ur roue meur ha brudet-bras an tamm anezhañ ma c'halle-hi gortoz un deiz c'hoazh a-raok e c'henel. Ness a c'hortozas war ribl ur stêr anvet Conchobar hag a roas buhez an deiz war-lerc'h. Ar babig a gouezhas e-barzh an dour mes Cathbad a adtapas anezhañ hag a roas dezhañ anv ar stêr, Conchobar, a-raok desevel anezhañ evel pa vije e vab[4][5].

Pa zeuas Deirdre er bed e oa an drouiz Cathbad ivez a ziouganas he zonkad dezhi, mes Conchobar ne reas ket forzh[6]. Cú Chulainn, hag eñ bugel c'hoazh, a glevas un deiz Cathbad diouganiñ e vefe berr buhez an hini a gemerfe an armoù en deiz-se met divarvel e glod, hag ez eas kerkent da welet Conchobar da c'houlenn gantañ bout armet.

En danevell Táin Bó Cúailnge (Preizhadeg saout Cooley) e laka Sualtam da vervel abalamour m'en deus komzet hep aotre, rak hervez ur geis, « Hini ne gomz a-raok ar roue, mes ar roue ne gomz ket a-raok e zrouiz».

Daveoù

kemmañ
  1. Leabhar na h Uidre, p. 61 col. 1 I 18 20 23 a ziskouez an drouiz hag en-dro dezhañ kant den yaouank a zesk an drouizelezh gantañ : Bói Cathbad drúi hi fail a maic idon Conchobair maic Nessa Cet fer n déinmech dó oc foglaim druidechta úad is é lín do n in choisced Cathbad "Cathbad an drouiz a oa e-kichen e vab, da lâret eo Conchobar mab Ness, kant den skañvbenn a oa en e gichen da zeskiñ skiant an drouized digantañ. Setu aze niver ar re a oa kelennet gant Cathbad".
  2. Kinsella, Thomas (1969). The Táin. Oxford University Press. 3 p. 
  3. Meyer, Kuno, "Anecdota from the Stowe MS. No 992". Revue Celtique, 1884, levrenn VI, pp. 173.
  4. Stokes, Whitley, "Tidings of Conchobar mac Nessa". Ériu, levrenn IV, pp. 18–38.
  5. Meyer, Kuno, "Anecdota from the Stowe MS. No 992". Revue Celtique, 1884, levrenn VI, pp. 178–182.
  6. Heroic Romances of Ireland. Sacred-texts.com. Retrieved on December 24, 2011.