Margaret Thatcher

Margaret Thatcher (anv ganedigezh: Margaret Hilda Roberts) a zo bet ganet d'an 13 a viz Here 1925 e Grantham (Bro-Saoz) ha marvet eo d'an 8 a viz Ebrel 2013. Lesanvet e oa "an Itron Houarn" dre m'he doa ar vrud da vezañ dibleg.

Politikourez ha den-Stad Breizhveuriat.

Maodiernez kentañ Breizh-Veur adalek 1979 betek 1990.

Biografiezh kemmañ

He familh kemmañ

Margaret Hilda Thatcher, bet ganet Margaret Roberts d'an 13 a viz Here 1925 e Grantham (Bro-Saoz) ha marvet d'an 8 a viz Ebrel 2013 e Londrez (Bro-Saoz) a oa ur bolitikourez breizhveuriat. Bet e oa ministrez kentañ Breizh-Veur adalek ar 4 a viz Mae 1979 betek ar 28 a viz Here 1990. He zad a oa ispiser hag he mamm kemenerez. Dimeziñ a reas gant Denis Thatcher (1915-2003), un industriour eus Bro-Gembre, e 1951. Gevelled o doa bet e 1953, ur plac'h anvet Carol hag ur paotr anvet Mark.

Studioù kemmañ

C'hoant he deus bet buan da doullañ he hent e bed ar politikerezh. He barregezhioù o deus kaset anezhi da skol-veur Oxford e-lec'h he deus graet studioù war ar gimiezh, he barregezhioù politikel o tont war wel e-kerzh he studioù : Dont a reas da vezañ ar plac'h kentañ o vezañ prezidantez Kevredigezh Studierien Virour skol-veur Oxford.

Hentad politikel kemmañ

E penn-kentañ he hentad politikel, e 1950 e klaskas bezañ dilennet er parlamant, met ur c'hwitadenn e voe, daoust ma tapas kalz mouezhioù. E 1959 e klaskas adarre hag e c’hounezas, ur sez a voe tapet ganti e-mesk ar strollad mirour. Sekretourez Stad war an deskadurezh hag ar skiantoù e voe e-barzh ar gouarnamant Heath, etre 1970 ha 1974. E miz c'hwevrer 1975 e voe dilennet evit ren ar strollad mirour.

Ministrez kentañ kemmañ

Margaret Tchatcher a gasas ar strollad mirour d'an trec’h e-pad dilennadegoù 1979.Dont a reas da vezañ ministrez kentañ ar Rouantelezh-Unanet, hag ar vaouez kentañ o vezañ ministrez kentañ ar vro. Pa erruas e penn ar Stad e lakaas e plas ur bern adreizhoù radikal, ’blam da gement-se e voe lesanvet "an Itron Houarn". E-pad ar mare-se he doa ar Rouantelezh-Unanet kudennoù ekonomikel, ar feur kreskiñ ne oa nemet eus 2,8%, hag ar broioù a dro-war-dro o doa kalz a lañs warni. Neuze e lakaas Margaret Tchatcher e pleustr adreizhoù evel digresk an tailhoù evit an embregerezhioù, gwerzhañ embregerezhioù publik pe izelaat budjed an dispignoù sokial evel an deskadurezh da skouer. Ar c'hwezhadur ekonomikel a digreskas met kreskiñ a reas ar feur dilabour ha kregiñ a reas Margaret Tchatcher gant ur c’hoari plegañ pognez a-enep ar sindikadoù.

War an dachenn etrebroadel e tifennas interestoù ar Rouantelezh-Unanet, da skouer he doa disfiz bras ouzh ar CEE (Kumuniezh Ekonomikel European, anvet bremañ Unaniezh Europa). E 1982 e krogas ur brezel a-enep Arc’hantina, bet anvet "Brezel an Inizi Maloù". Trec’het e voe arme Arc’hantina dindan tri mizvezh (etre miz Ebrel ha miz Even 1982). En Iwerzhon an Norzh e savas a-enep krenn strollad an I.R.A (Arme Republikan Iwerzhon). Ha chom a reas a-du evit derc’hel an emglevioù gant ar Stadoù-Unanet.[1]

An thatcherouriezh eo an hollad politikourezhioù bet divizet gant Margaret Tchatcher.

Fin he hentad politikel kemmañ

Margaret Thatcher a roas he dilez diouzh he fost kentañ ministrez e 1990, deuet e oa brud fall dezhi hag ul lodenn eus he strollad politikel ne oa ket a-du ganti ken. Met e 1992 e voe titlet baronez gant ar rouanez, neuze e sezas e Kambr al Lorded (unan eus kambroù parlamant Breizh-Veur).

Bilañs ar thatcherouriezh kemmañ

Margaret Thatcher a voe unan eus ar bolitikourien o deus roet e anv d'ur seurt politikerezh, ar thatcherouriezh. Pa guitaas ar galloud e laoskas un ekonomiezh kalz yac'hoc'h eget hini ar vro pa oa erruet. Met he bilañs sokial ne oa ket mat, he enebourien o lâret n’he doa ket arc’hantaouet a-walc'h ar gennad publik. Kreskiñ a reas an dizingalderioù er vro pa oa-hi kentañ ministrez.

En he raok:
James Callaghan
Kentañ Ministrez ar
Rouantelezh Unanet


Mae 1979Du 1990
War he lerc'h:
John Major

Mammennoù kemmañ


1.L'express, Comment Margaret Thatcher a marqué l'économie britannique

2.Margaret Thatcher prime minister of United Kingdom

4.THATCHER, Margaret (1925-2013)

  1. Margaret Thatcher, portrait de la Dame de fer, Le Monde, 8 a viz Ebrel 2013.