Takad Etrebroadel Tanger

Takad Etrebroadel Tanja (arabeg منطقة طنجة الدولية‎‎ Minṭaqat Ṭanja ad-Dawliyya, galleg Zone Internationale de Tanger, spagnoleg Zona Internacional de Tánger) a oa un tiriad emren e hanternoz Maroko, etre 1923 ha 1956, en-dro da gêr Tanger. Meret e oa gant Bro-C'hall, Spagn ha meur a vro europat.

Takad Etrebroadel Tanja
1924 — 1956
Banniel Tanja


Tanja hag an takad etrebroadel
Douaroniezh
Kêr-bennTanja
Gorread373 km²
Poblañs
(brasjedadenn)
* 1939 : 60 000
* 1950 : 150 000

YezhoùArabeg Maroko
Yezhoù berberek
Arabeg yuzev-marokek
Haketia
Spagnoleg
Galleg
Saozneg

RelijionoùIslam
Kristeniezh
Yuzevegezh

Moneiz£ Lur sterling
Istor
Diazezadur1924
Gouzalc'herezhBanniel Spagn Spagn
1940-1945
Torridigezh1956

En e raok
Maroko Maroko
War e lerc'h
Maroko Maroko

HizivMaroko Maroko

Daoust ma chome dindan beli sultan Maroko e oa kenveret gant Bro-C'hall ha Spagn, hogen ivez gant ar Rouantelezh-Unanet, Portugal, Italia, Belgia, an Izelvroioù, Sveden hag ivez SUA. Ur Mendoub a veze eno evel pacha, dileuriad ar sultan ha kadoriad ar Vodadenn Etrebroadel.

E 1940 e voe aloubet Tanja gant Spagn, hag a oa dindan ren Francisco Franco, hag unanet gant an douaroù dindan Spagn (ar Rif). Madrid a dennas he soudarded e miz Mae 1944. Emren e chomas kêr ken na voe staget ouzh Maroko e 1956.

Istor kemmañ

Merourien Takad Etrebroadel Tanja kemmañ

TudBroAdalBetek
Paul Alberge  Bro-C'hall24 Eost 192619 Eost1929
Joseph Le Fur  Bro-C'hall19 Eost 19291 Eost 1940
Manuel Amieva Escandón Spagn1 Eost 19404 Du 1940
Gouzalc'het gant Spagn4 Du 194011 Here 1945
Luís António de Magalhães Correia Portugal11 Here 194518 Even 1948
Jonkheer van Vredenburch  Izelvroioù15 Eost 19489 Ebrel 1951
José Luís Archer Portugal9 Ebrel 195121 Even 1954
Étienne de Croÿ Belgia21 Even 195431 Kerzu 1954
Robert van de Kerckhove d'Hallebast Belgia4 Even 19559 Gouere 1956
Trevadennoù spagnol e Maroko e 1912Timbr-post saoznek e 1927