Rachel Bromwich
Rachel Bromwich, pe Rachel Amos (hec'h anv plac'h yaouank), ganet e Hove (Bro-Saoz) e 1915 ha marvet d'ar 15 a viz Kerzu 2010, zo ur skolveuriadez saoz hag he deus labouret war lennegezh kembraek ar Grennamzer.
E 1938 e teuas da Gembre, da Skol-veur Bangor, da studiañ gant ar c'helenner Ifor Williams. Eñ eo a ginnigas dezhi embann he labour diwar-benn triadoù Enez Vreizh. E 1939 e timezas da John Bromwich hag ur mab o deus.
He labour
kemmañBrudet-bras eo he labour war Trioedd Ynys Prydain, embannet e 1963 hag adembannet e 2005, ha war barzhoniezh Dafydd ap Gwilym.
Embannadurioù
kemmañ- Aspects of the poetry of Dafydd Ap Gwilym: collected papers (1986)
- Medieval Welsh literature to c.1400, including Arthurian studies: a personal guide to University of Wales Press publications
- Tradition and innovation in the poetry of Dafydd ap Gwilym (1967)
- Trioedd Ynys Prydain (1963, adembannet e 2006)
Levrlennadur
kemmañ- Morgan, Gerald (2005) "A Scholar of Early Britain: Rachel Bromwich (1915–)". In Chance, Jane, Women Medievalists and the Academy pp. 769–781. University of Wisconsin Press. ISBN 0299207501.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontCarly SimonDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipedia:SkoazellSul (deiz)Wikipedia:Porched ar gumuniezhWiki HowWikipedia:Kumuniezh/An davarnBrezel-bed kentañUsenetWikimedia CommonsBengaluruLur (unanenn dolz)DihunambLoudiegClaudia Sheinbaum1200C'hoari ar misioner800KaloriValdilanaLec'hiennAlfonso V LeónBro-C'hallHTMLSvedenWikipedia:Porched ar porchedoù640Porched:Armoù-tan25 GwengoloBrezhonegDisheolierStadoù-Unanet AmerikaBahreinRummad:Kumunioù Aodoù-an-ArvorImpalaeriezh otoman