Pierre Landais
Pierre Landais (1430-1485) a oa kuzulier da Frañsez II, dug Breizh, hag eñ eo a c'houarne ar vro e-keit ma veze an dug o chaseal pe o vambochat.
Pierre Landais
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Pierre |
Anv-familh | Landais |
Deiziad ganedigezh | 1430 |
Lec'h ganedigezh | Gwitreg |
Deiziad ar marv | 19 Gou 1485 |
Lec'h ar marv | Naoned |
Abeg ar marv | krougañ |
Micher | politiker |
Karg | treasurer general |
Mab e oa da varc'hadourien mezher eus Gwitreg. Da gentañ ne oa nemet ul lakez oc'h ober war-dro dilhad tiegezh an dug. Goude-se e teuas da vezañ paotr an arc'hant ha tailhanter meur ar vro.
Ton a roas d'ar vourc'hizien, ha d'ar moulerezh ha d'ar micherioù en-dro d'al levrioù. Ennañ e c'haller gwelout pimpatrom ar vourc'hizien pinvidikaet a glask ober o zreuz e-kichen ar briñsed ha roueed.
E 1477 e lakaas herzel e gevezer Guillaume Chauvin, a oa kanseller.
En 1480, e krouas Skol-veur Naoned.
Barnet e voe ha kondaonet : krouget e voe d'an 19 a viz Gouere 1485 e Naoned.
Levrioù
kemmañ- Georges Minois. Anne de Bretagne. Fayard : Paris, 1999
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañC'hoarigandiDibar:KlaskEil Brezel-bedWikipedia:Porched ar gumuniezhWikipedia:SkoazellWikipedia:Kumuniezh/An davarnFaustine AudebertBrezhonegKaozeadenn Implijer:FulupIrish National Liberation ArmyWiki HowWikipedia:Diwar-bennKaozeadenn Implijer:LlydawrRoll bannieloù BreizhPallenn-mogerMagdeburgBro-SaozSul (deiz)Wikipedia:Peder fennaenn ar Wiki HowNa TrioblóidíLouergadKarr-tanMediaWikiOfficial Irish Republican ArmyWikiSkoazell:Kont implijerSkoazell:SkoazellUsenetDibar:MaC'haozeadennoùQuod erat demonstrandumCascading Style SheetsUlster Volunteer ForceBreizhKazakstanBengaluruSaozneg