Patrom:Degemer/Keleier
Un tamm sell war red an darvoudoù
Doarear26 Ebrel 2024 ha Keleier ar vro.
- 16 a viz Kerzu : gant un tan-gwall eo distrujet Børsen (ti ar Yalc'h) e Kopenhagen.
- 13 a viz Ebrel : bannet e eus misiloù ha dronoù gant arme Iran war Israel da respont ouzh tagadenn koñsuldi Iran e Damask gant Tsahal daouzek devezh abretoc'h.
- 9 a viz Ebrel : dont a ra Simon Harris (skeudenn) da vezañ Taoiseach (kentañ ministr) Iwerzhon e-lec'h Leo Varadkar.
- 6 a viz Ebrel : e Slovakia eo dilennet Peter Pellegrini da brezidant ar republik.
- 3 a viz Ebrel : kren-douar e Taiwan.
- 31 a viz Meurzh : dont a ra Bulgaria ha Roumania tre e Tachennad Schengen.
- 24 a viz Meurzh : e Senegal eo dilennet Bassirou Diomaye Faye da brezidant ar republik.
- 22 a viz Meurzh : ouzhpenn 130 den zo lazhet en ur sal sonadegoù e Krasnogorsk, e-kichen Moskov, gant ur gwalldaol gant ar Stad Islamek.
- 18 a viz Meurzh : addilennet eo Vladimir Poutin da brezidant Kevread Rusia, gant 87% eus ar mouezhioù.
- 15 a viz Meurzh : adlakaet eo kastiz ar marv da dalvezout e Republik Demokratel Kongo.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontGoogleWiki HowDibar:KlaskDibar:KemmoùDiwezhañMarie-Antoinette AostriaEil Brezel-bedMilanoWikipedia:SkoazellWikipedia:Porched ar gumuniezhMoskovBibli2ta8hom42Pablo PicassoKevin CostnerFelix BaumgartnerPorched:TimbrouriezhWikipedia:Kumuniezh/An davarnAlamagnKravatenn noterJohannes VermeerKesoueBrezhonegBill ClintonGwarezva Arabia ar SuBro-C'hallLeo VaradkarIndoneziaISBNWikipedia:Porched ar porchedoùC++BreizhReizhiad korvoiñKourzhWikipedia:Diwar-bennRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùBarack Obama