María Kastilha (rouanez Aragon)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
Maria Kastilha, pe María de Castilla e spagnoleg (1401-1458), a oa infantez a Gastilha, merc'h henañ ar roue Enrique III el Doliente hag e bried Catalina de Lancáster, ha dre-se c'hoar henañ ar roue Juan II.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/25/Marie_Kastilie.jpg/220px-Marie_Kastilie.jpg)
Dimezet e oa da Alfonso V Aragon.
He buhez
kemmañGanet e oa e kêr Segovia, ha bugel henañ he zud e oa. María de Ayala, leanez ha bastardez ar roue Pedro Iañ Kastilha e oa he maeronez. Savet e voe en un ti renet gant Kastilhaned, ma chomas betek hec'h eured, un dra divoas d'un infantez hag a oa da zimeziñ d'ur priñs estren. Pedro González de Mendoza, Senesal Meur ar rouantelezh, an hini a reas war-dro e zeskadurezh. Inés de Ayala y Toledo, itron Casarrubios del Monte, a oa he gouarnerez. Evel merc'h henañ e voe anvez da briñsez Asturiez.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskMaurice BéjartEil Brezel-bedWiki HowRonan an DeroffWikipedia:SkoazellDonald SutherlandVanadiomWikipedia:Porched ar gumuniezhBrad PittEthM*A*S*HRummad:Files uploaded by User:FulupWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Poull-traezhCarly SimonTangi LouarnBrezhoneg1200SvedenMiguel Díaz-CanelStadoù-Unanet Amerika1805LangoadDimeziñ heñvelrevelDavid BeckhamGwenole LarvolChesten MarchantKourzhØWikipedia:Anv-implijer/ezBengaluru508Albert EinsteinMenez Vinson800