Lebel (fuzuilh)

Ar fuzuilh Lebel, pe Fusil modèle 1886 hervez e anv ofisiel e galleg, a oa bet dibabet gant an Arme c'hall e miz Mae 1887 da gemer plas ar fuzuilh Gras Modèle 1874.

Fusil Modèle 1886
Skeudenn ar pennad Lebel (fuzuilh)

Ur fuzuilh "Modèle 1886" pe Lebel
Kinnig
BroFrañs Frañs
Mont en-droFuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù8 × 50 mm R (adanvet 8×51R abaoe 2015 evit chom hep droukveskañ gant an 8x50 Steyr-Mannlicher)
ProduerienManufacture d'Armes de Châtellerault, Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, Manufacture d'Armes de Tulle
Mare implij1886–1920 (Bro-C'hall)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn)4,180 kg
Mas (karget)4,415 kg
Mas (karget, gant he baionetez)4,890 kg
Hirder1.307 mm (1.825 mm gant he baionetez)
Hirder ar c'hanol800 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek250 m
Tizh mont e-maez ar boledoùEtre 632 ha 840 m/s hervez ar gartouchenn
Endalc'h10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallD2 (munision e rummad C)
Brastresoù ar fuzuilh Lebel hag he sistem pourveziañ Kropatschek.

Brudet eo evit bezañ bet arm-skoaz diazez an droadeien c'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Implijet e oa bet un tamm da vare an Eil Brezel-bed, ha goude-se e brezelioù didrevadenniñ kreiz an XXvet kantved e-lec'h ma veze roet d'ar strolladoù a stourme asambles gant an arme c'hall. Lesanvet e voe ar fuzuilh gant anv unan eus an ofiserien a gemeras perzh er bodad-labour evit he sevel, ar c'horonal Nicolas Lebel, komandant kamp Châlons (e Mourmelon) e-lec'h ma voe kaset an amprouennoù[1].

Gellet a rae an arm bezañ pourveziet gant 10 kartouchenn kalibr 8 × 50 R mm. Ar fuzuilh Lebel a oa an hini gentañ er bed oc'h ober gant kartouchennoù enne poultr hep moged (« poultr B », savet diwar nitroseluloz). A-drugarez d'an nevezenti-mañ e oa bet uhelaet a-galz tizh hag hed-tenn pleustrek an armoù-tan.[2]

Pa zeuas ar Jeneral Boulanger da vezañ Ministr ar Brezel d'ar 7 a viz Genver 1886 e c'houlennas groñs e vefe kinniget dezhañ ur patrom fuzuilh nevez evit an arme a-benn ar c'hentañ a viz Mae war-lerc'h. Pimpatromoù a voe savet e Manufacture d'Armes de Châtellerault evit enbarzhiñ div ijinadenn : ar c'hargañ dre un duellenn dindan ar c'hanol, anavezet abaoe un ugent vloaz bennak er fuzuilhoù Henry amerikan, hag ar poultr hep moged ijinet e 1884 gant ar gall Paul Vieille. Amprouet e voe anezhe e kamp Châlons hag e-touez unvezhioù eus an arme. D'an 22 a viz Ebrel 1887 e voe anvet ar patrom diwezhañ Modèle 1886 ha goulennet ur milion ar skouerennoù anezhañ gant Ministrerezh ar Brezel er bloavezh kentañ.[2]

En holl e voe savet ouzhpenn 3.500.000 skouerenn eus ar fuzuilh etre 1887 ha 1920 (daou vilion anezhe a-raok ar Brezel-bed Kentañ) e uzinoù armoù Châtellerault, Saint-Étienne ha Tulle.

Ur soudard gall oc'h en em stlejañ en ur foz-brezel, e fuzuilh Lebel gantañ en e zorn, Emgann an Dardanelloù, 1915

Implij

kemmañ

Implijet e voe ar fuzuilh Lebel evit ar wech kentañ e fuzuilhadenn Fourmies d'ar c'hentañ a viz Mae 1891, e-lec'h ma voe lazhet gant an arme 9 den e-touez manifesterien. Er gelaouenn L'Illustration embannet d'an 9 a viz Mae e lenner e c'halle ar fuzuilh nevez "treuziñ tri pe pevar den da heul ha lazhañ anezhe".[3]

Implijet e voe ar fuzuilh goude da vare Emsavadeg ar Vokserien e Sina e 1900-1901 pe en emgann Tit a-enep d'an Douareged e 1902. Kazi an holl droaderien c'hall a veze pourveziet ganti da vare ar Brezel-bed Kentañ.[2]

Chom a reas a-sav produerezh ar fuzuilhoù Lebel e 1920 met kempennet e voent betek 1937 e uzin armoù Tulle.[1]

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Henri Vuillemin (1996). Gazette des Armes Hors Série n°2 : La grande aventure des fusils réglementaires français 1866-1936, Gazette des Armes L.C.V. - REGI'ARM. 100 p. 
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Le fusil de 8 mm modèle 1886 et 1886M93 war lec'hienn ArmesFrancaises.free.fr, (lennet d'an 01/02/2024) (galleg)
  3. Pellgarget enlinenn war lec'hienn L'Armarium d'an 01/02/2024 (galleg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan