Kensonenn dre fri

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn fri (saoz.: nasal consonant), pe frienn, war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez laosket an aer da redek dre ar fri keit ha ma vez damstanket an aer ha/pe harzhet da vont kuit dre stokat pe tostaat an teod stok ouzh un organ fonadur bennak. Ledanoc'h eo e ster an termen « frienn » avat, rak e implijout a c'haller evit ar vogalennoù fri ivez. Kemmañ a ra son ur gensonenn fri hervez an organoù fonadur ma vezont implijet evit serriñ ar genoù.

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Kavet e vez stankañ a-galz kensonennoù fri mouezhiet evit divouezh.

Ral-kenañ eo ar yezhoù ma reont hep sonennoù fri ebet, en o zouez yezhoù wakachek 'zo.

Setu ar c'hensonennoù fri pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • [m] frienn diweuz (mouezhiet), d.s. bzhg. mar mouz
  • [ɱ] frienn gweuz-dent (mouezhiet), d.s. kat. enviar ([əɱˈbjaɾ]; "kas")
  • [n̪] frienn dent (mouezhiet), d.s. bzhg. "kantreal
  • [n] frienn logigoù (mouezhiet), d.s. saoz. no ("nann")
  • [ɳ] frienn gilbleg (mouezhiet), d.s. sañsk. कारण ([kɑːrəɳə]; "abeg")
  • [ɲ] frienn staon (mouezhiet), d.s. bzhg. ognon
  • [ŋ] frienn ouel (mouezhiet), d.s. sinaeg (mand.) 北京 ([pei˨˩˦ tɕɪŋ˥˥]; "Beijing")
  • [ɴ] frienn hugenn (mouezhiet), d.s. jap. 日本 ([nihoɴ]; "Japan")


Gwelit ivez

kemmañ
  KensonennoùGwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
SkeventelDiweuzGweuz-dentDentLogigoùDrek-logigoùKilblegRak-staonStaonGouelHugennGargadennAnkoueTarzhNann-skeventel hag arouezennoù all
Dre frimɱnɳɲŋɴKlikoù ʘǀǃǂǁ
Dre serriñpbtdʈɖcɟkɡqɢʡʔEntarzh. ɓɗʄɠʛ
Dre daravat ɸβfvθðszʃʒʂʐɕʑçʝxɣχʁħʕʜʢhɦDre strakal 
Dre dostaat β̞ʋð̞ɹɻjɰA-gostez all ɺɫ
Dre froumalʙrʀKendistaget dre dostaatʍwɥ
Dre stlakatⱱ̟ɾɽKendistaget dre daravatɧ
A-gostez dre daravatɬɮDre fic'hal ʦʣʧʤ
A-gostez dre dostaatlɭʎʟKendistaget dre serr. k͡pɡ͡bŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.