James Larkin
James Larkin (1876 – 1947), Séamas Ó Lorcáin en iwerzhoneg, lesanvet Big Jim, a oa ur penn sindikadour iwerzhonat, hag ur rener sokialour, ganet e Liverpool, e Bro-Saoz, en un tiegezh iwerzhonat. Diwezhatoc'h ez eas da-heul e dud da Iwerzhon. E Burren, e Kontelezh An Dún, e voent o chom. En-bugel e krogas da labourat. A-benn 1905 e oa aozer-sindikad.
E 1907 ez eas James Larkin da gêr Véal Feirste da chom, ma savas an Irish Transport and General Workers' Union, an Irish Labour Party, ha goude ar Workers' Union of Ireland. Brudet eo ar perzh a gemeras e 1913 en Dublin Lockout, ha chomet eo "Big Jim" en eñvor tud kêr Zulenn.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskMaurice BéjartWiki HowEil Brezel-bedAn DrouizigServij nij Morlu Impalaeriel JapanWikipedia:SkoazellCarly SimonGandossoKaozeadenn Implijer:MGA73Wikipedia:Porched ar gumuniezhWikipedia:Kumuniezh/An davarnWikipedia:Diwar-bennCenterMangezCOVID-19Restr:Pik ruz kartenn.gifBrezel-bed kentañElefantinaC'hoari ar misioner1200VargasSaonennISO 8601Peter FendiRummad:Pajennoù gant kartennoùKourzhBig Tech442Rummad:Files uploaded by User:PrieladkozhYann IV (dug Breizh)ArtePropagandaWikipedia:Poull-traezhRestr:MolanTi-kêr.JPG201