Geotdebrer
Ur geotdebrer a zo ul loen (ur bronneg, un amprevan, ur pesk...) a zo struzh, ha n'eo ket kig, e voued boas.
Tud a zo ( debrerien struzh a reer anezho) hag a chom hep debriñ kig: koulskoude n'eo ket ur geotdebrer eo an Den. Met meur a c'heotdebrer a zebr vioù ouzhpenn.
E-touez ar geotdebrerien, ouzhpenn ar re ne zebront nemet geot pe hogos, e kaver ul lodenn anezho a zo frouezhdebrerien (ne zebront nemet frouezh) hag ul lodenn all a zo deildebrerien (ne zebront nemet delioù).
N'eo ket undoare nag unseurt magadurezh ar geotdebrerien, kemm a ra hervez ar mareoù eus ar bloaz, ha hervez ar struzh a c'hellont kavout.
E-touez ar bronneged e c'heller ober an diforc'h etre ar geotdebrerien unanstomog hag ar geotdebrerien liesstomog :
- Ar re unanstomog (marc'heged, krignerien, moc'h) a zo ganto ur stomog e stumm ur c'hodell nemetken e-lec'h ma vez graet ar c'hoazhadur. An darnvuiañ anezho a zo hollzebrerien nemet ar marc'heged a zo geotdebrerien.
- Ar re liesstomog pe an daskirierien, holl geotdebrerien (buoc'heged, karveged, gavreged ha kañvaleged) a zo ganto 4 godell evit ar c'hoazhadur, a-wechoù anvet an torioù : ar sac'h-bras, ar sac'hig, ar sac'h-levrioù, an torig-toaz. Roll houmañ a zo tost da hini stomog ar bronneged all. Ur stomog gant 3 godell hepken a zo gant ar c'hañvaleged.
Sell ivez ouzh kemmañ
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañWiki HowDibar:KlaskWikipedia:Porched ar gumuniezhMontanaEil Brezel-bedWikimedia FoundationWikipedia:SkoazellWikipedia:Diwar-bennBro-C'hallDohaPorched:IstorWikipedia:Porched ar porchedoùRummad:DouaroniezhIañ milved1882Wikipedia:Pajennoù da nullañRummad:Skiantoù13 a viz EbrelLann BagaronPorched:Babel2024 e BreizhRummad:Danvez pennadoù19302018Republik IwerzhonLizherenneg kirillekRummad:Skiantoù an Den16 a viz Kerzu2024Wikipedia:Pajennoù goulennetRummad:ArzWikipedia:Ar fazioù stankañ1900Deiziadur gregorian1881ISO 639-1