Frañsez Zavier
Francisco de Javier pe Francés de Jasso e spagnoleg, Frañsez Zavier e brezhoneg (katalaneg : Francesc Xavier ; euskareg: Frantzisko Xabierkoa ; portugaleg : Francisco Xavier ; mandarineg : 方濟各沙勿略 Fāng jì gè shā wù lüè) a oa ur beleg katolik euskarat eus kompagnunezh Jezuz.
Ganet e oa e 1506 e kastell Xabier, e Nafarroa. Bez' e voe unan eus kumpagnuned kentañ ar beleg euskarat all Ignacio de Loyola e Pariz. Prezegiñ a reas en Indez e-pad dek vloaz. Goude-se ez eas da Selan ha da Japan.
Mervel a reas en Enez Shangchuan (Sanchón) e 1552 war e hent da Sina.
Lakaet e voe an abostol-mañ da batron ar misionoù katolik. En Indez, e Goa, a oa da Bortugal betek 1960, emañ e vez.
- Beajoù Frañsez Zavier
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskJordan (stêr)Eil Brezel-bedAmouroustet eun den cozWikipedia:SkoazellWikipedia:Porched ar gumuniezhWiki HowC'hoari ar misionerWikipedia:Kumuniezh/An davarnDonner PartyRummad:Files uploaded by User:KadbzhPleuzalTuddebrerezhÁlvaro MúneraLizherenneg c'hresianekAlamagnWikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 21, bloaz 2024Deiziadur gregorianEnez ar Priñs EdwardGopr hollvedelFabrice CoupechouxOnlyFansBrezhonegMario GötzeDibar:MaC'haozeadennoùMoudennKaozeal:DegemerAbegHenegiptKolmarWikiEmflourañBengaluruGouriz-garigelloùMariana an NorzhAchille Devéria