Fornigell
Ur fornigell, pe keginerez, pe poazherez, a zo un ardivink-kegin a servij da boazhañ ar boued hiziv. Darn eus ar fornigelloù ne vez forn ebet enne ken.
Gwechall e veze poazhet ar boued war an oaled, gant ur gaoter lakaet war un trebez, pe ispilhet ouzh un drezenn-bod. Goude e teuas mare ar fornigelloù, e potin pe houarn, ardivinkoù a veze graet tan enne, gant keuneud pe glaou; neuze e veze lakaet listri war-benn ar fornigell gant ar boued da boazhat, pe er forn a veze dindan ; alies e veze kavet a-stok ouzh ar forn ur feunteun a bourveze dour tomm a-brest.
- Keginerez Maillard (Dommartin-le-Franc)
- Keginerez dre geuneud e potin
- Keginerez dre geuneud kinklet gant priachoù gwenn
- Keginerez kastell Chenonceau , Bro-C'hall.
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedcb6lkWiki HowMohamed Ould Abdel AzizGoogleDominig Jolivet ar C'hlec'hWikipedia:SkoazellPolis (disheñvelout)Wikipedia:Porched ar gumuniezhMaurice BéjartWikipedia:Kumuniezh/An davarnBosenn (kumun)BengaluruRoumania640Wikipedia:Poull-traezhKourzhSkoazell:SkoazellChesten MarchantWikipedia:Degemer matSvedenMic'hail BakouninCarly SimonGan DeNapoleonMagdeburgBrezhonegBreizhAn Havr-NevezBaen-VeurLec'hiennISBNEmflourañ76Kenrouedad