Estadio Gran Parque Central
An Estadio Gran Parque Central (pell anavezetoc'h evel El Parque) zo ur sportva bet savet e La Blanqueada (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)).
Anavezet eo dre meur a lesanv all : El primer estadio mundialista, El Templo Tricolor, La Quinta de la Paraguaya.
Digoret d'ar 25 a viz Mae 1900 e voe graet gantañ da-geñver Kib vell-droad ar bed (13-30 a viz Gouere 1930).
Ennañ e c'hoari Nacional an darn vrasañ eus e grogadoù. Dougen a ra ar peder zribunell anezhañ anv tud veur en istor ar c'hleub :
- José María Delgado, bet unnekvet (1911-1921) ha seitekvet (1929-1932) prezidant Nacional,
- Atilio García, ur paler eus ar c'hentañ hag en devoa c'hoariet e Nacional a 1938 da 1951,
- Abdón Porte, bet c'hoarier Nacional a 1911 da 1918 hag eñ en em lazhet e kreiz El Parque e-pad nozvezh ar 5 a viz Meurzh 1918
- Héctor Scarone, unan e-touez gwellañ melldroaderien Nacional (1916-1926, 1927-1931 ha 1934-1939).
🔥 Top keywords: DegemerCarles PuigdemontGoogleDibar:KemmoùDiwezhañDibar:KlaskEil Brezel-bedWiki HowWikipedia:SkoazellChesten MarchantWikipedia:Porched ar gumuniezhYouTubeWikipedia:Kumuniezh/An davarnRoll bannieloù Zeland-NevezBreizh.338 Lapua MagnumSkoazell:SkoazellGoogle (lusker enklask)Sadorn (planedenn)BengaluruBrezhoneg1200Bro-C'hallMoukSvedenSaoznegWikipedia:Poull-traezhTre ha lanvWikipedia:Diwar-bennKerc'hadenn John Brown war Harpers FerryC'hoari ar misioner640Annie OakleyLenn ComoChatGPTPledranGo (lavar programmiñ)Skoazell:Kont implijerPlehedel800