Chile, pe Republik Chile (República de Chile e kastilhaneg) hervez hec'h anv ofisiel, zo ur vro e mervent Amerika ar Su, ha Santiago eo ar gêr-benn anezhi. Hir-kenañ eo ar vro, stardet ma'z eo etre an Andoù hag ar Meurvor Habask. Harzoù he deus gant Perou en norzh, Bolivia er biz ha Arc'hantina er reter. Chile a glemmarc'h 1 250 000 km² a diriad en Antarktika.

República Chile
BannielArdamezioù

Kan broadelCanción Nacional


Dizalc'hidigezh
• Disklêriet
• Anzavet
Banniel Spagn Spagn
18 a viz Gwengolo 1810
12 a viz C'hwevrer 1818

Yezh ofisielSpagnoleg
Kêr-bennSantiago
PrezidantGabriel Boric

Gorread
• Hollad
• Dour

756 950 km²
1,07%
Poblañs
• Hollad)
Stankter

19 678 310 (2021)
26 ann./km²

MoneizPeso
Gwerzhid eurUTC -3
Kod Internet.cl
Kod pellgomz56

Lec'hienn ofisielThisisChile.cl

Chile zo ur ger mapoudoungouneg hag a dalv « lec'h ma'c'h echu ar bed », ha n'en deus netra da welet gant ar ger kastilhaneg chile hag a zo anv ar pimant. Komzet e vez kastilhaneg gant an dud, e doare Chile. Yezhoù henvroat, pe amerindian, a vez komzet ivez: runa Simi, mapoudoungouneg hag aymareg, hag ur yezh polinezianek anvet ar vânaga rapanui (en Enez Pask). N'eus statud ofisiel ebet ganto.

Rannvroioù ha proviñsoù Chile kemmañ

Rannet eo Chile e 16 rannvro hag a zo rannet e 56 proviñs.

Ar peso eo ar moneiz.

Levrlennadur kemmañ

Skeudennoù kemmañ