Aveiro
Gant ar ger Aveiro e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Aveiro (disheñvelout).
Aveiro (distaget [aˈvejɾu] e portugaleg) zo ur gêr eus Portugal pennlec'h distrig Aveiro, e Rannvro ar C'hreiz, war-hed 60 km diouzh Coimbra, en hanternoz. War-dro 78 000 annezad zo (e 2011). Rannet eo ar gumun etre 14 parrez.
Anv ofisiel | Aveiro ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | Aveiro ![]() |
Stad | Portugal ![]() |
Kêr-benn eus | Distrig Aveiro ![]() |
E tiriad | Distrig Aveiro, Região de Aveiro ![]() |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00, UTC+01:00 ![]() |
Daveennoù douaroniel | 40°38′20″N 8°39′19″W ![]() |
Devezh-gouel | patronal festival ![]() |
Perc'henn war | Estádio Municipal de Aveiro ![]() |
Prizioù resevet | Honorary Member of the Order of Liberty, Officer of the Military Order of the Tower and Sword ![]() |
Kod-post | 3800 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.cm-aveiro.pt/ ![]() |
Sant paeron | Joan, Princess of Portugal ![]() |
Kod pellgomz an takad | 234 ![]() |
![Map](https://www.how.com.vn/wiki-api/wiki-image-proxy.php?url=https://maps.wikimedia.org/img/osm-intl,a,40.638888888889,-8.6552777777778,300x300.png?lang=br&domain=br.wikipedia.org&title=Aveiro&revid=2077714&groups=_dee4114cbb1486a1e06962c24a7c6a1f2defc4fb)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/58/Aveiro.jpg/200px-Aveiro.jpg)
Istor
kemmañAr menegoù kentañ eus Aveiro zo eus an Xvet kantved, met en amzer-hont e selled outi evel ur gêriadenn. Da neuze e oa bodet an dud en-dro d'un iliz gouestlet gant Sant Mikael, un iliz hag a zo aet da get.
Lec'hiet-mat e oa Aveiro, tost d'ar mor, hag evel-se e kreskas buan. Diazezet e oa hec'h ekonomiezh war ar peskerezh hag ar c'henwerzh, dreist-holl hini an holen gounezet er paludoù tro-dro.
E 1759 e voe graet ur "gêr" eus Aveiro gant ar roue José Iañ Portugal. En XIXvet kantved e voe savet chaoserioù da gaeañ ouzh dour ar geunioù tro-dro hag evel-se e voe aesaet ar bageal en aber Aveiro ha gwellaet kalz ekonomiezh ar c'hornad. Ur skol-veur zo, abaoe 1973.