Genoù (korf)

Ar genoù eo anv an toull e penn an dud hag al loened hag a servij dezho da zebriñ ha da evañ, hag ivez d'ober trouz, (d'ober yezhoù a vez laret ivez), da varailhat. Dre o genoù ivez e komz an dud.

Brastres eus genoù un den
Genoù serr ur plac'h

Er-maez kemmañ

Genoù digor un aligatorig : o varailhat emañ.

En-dro d'ar genoù emañ an diweuz, anvet ar muzelloù ivez.

E-barzh kemmañ

Troc'hdres ar genoù

Er genoù emañ :

Kleñvedoù kemmañ

E-touez kleñvedoù ar genoù emañ :

Troiennoù kemmañ

  • Bezañ lous e c'henoù : distagañ komzoù gros.
  • Chom e c'henoù (digor) war nav eur : bezañ souezhet ken e chomer gant ar genoù digor.
  • C'hoarzhin leizh e c'henoù : forzh pegement.
  • Mont e-barzh genoù al louarn : en em lakat en ur blegenn dañjerus.
  • Ober genoù : huchal.
  • Pilat e c'henoù : komz dibaouez.

Gerioù all kemmañ

Gerioù all zo da ober kaoz eus ar genoù hep ober an anv-se anezhañ :

  • riboul ar patatez ;
  • ar rann: diserriñ ar rann a zo neuze kement ha komz ;
  • toull ar gevier