Charles Darwin

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un naturour, ul loenoniour hag ur geologour breizhveuriat eo bet Charles Darwin, ganet e Shwresbury (Shropshire - Bro-Saoz) d'an 12 a viz C'hwevrer 1809 ha marvet d'an 19 a viz Ebrel 1882. Brudet eo evit bezañ roet ul lañs bras da deorienn an emdroadurezh pa reas berzh e bleustrad Diwar-benn orin ar spesadoù embannet e 1859.[1]

Charles Darwin

Buhez kemmañ

Ganet eo bet Charles Darwin en ur familh troet ouzh ar skiantoù hag ar preder. E dadoù-kozh, Erasmus Darwin ha Josiah Wedgwood a oa izili al Lunar Society (Kevredigezh al Loar) a vode meur a den skiant pe prederour. Erasmus Darwin a droas Carl von Linné hag e roas anvioù saoznek da veur a blantenn. Ur mezeg e oa e dad, Robert, hag e reas Charles daou vloavezh studi war ar vezekniezh
. Pempvet bugel Robert hag Emma Wedgwood e oa Charles Darwin ha e c'hellas kaout ur bugaleaj digudenn pa c'helle e dad tennañ arc'hant a-walc'h diouzh e vicher mezeg e Shrewsbury. Pa oa bugel e plije da Charles dastum karregadoù ha danvezioù a bep seurt. Ouzhpenn-se e c'hellas marc'hegezh koulz ha chaseal, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ kizidik ouzh traoù an endro.
Pa voe 16 vloaz e voe kaset d'ober e studi mezekniezh da Zinedin (Bro-Skos), met ne c'hellas ket gouzañv an doare studiañ hag ivez ar gwad o flistrañ pa veze diskejet al loened. Kavout a reas plijusoc'h mont da dastum loenigoù-mor war an aod ha kinnig e zizoloadennoù er Plinian Society. Deskiñ a reas ivez plouzañ krec'hen gant un den du, John Edmonstone, ar pezh a lakaas anezhañ kizidik da sevenadur Suamerika ha da gevatalded hag heñvelded an dud.
Pa ne blije ket mui da Charles mont da vezeg e kinnigas e dad ez aje da veleg anglikan en ur ober e studioù e Skol-Veur Cambridge e 1827.

Da vezañ kendalc'het

Kroget eo istor ar familh Darwin en XVIIIvet kantved gant Erasmus Darwin hag a grogo da soñjal war an emdroadurezh pe ivez war istor an den. Sikour a raio Erasmus e vab robert d’en em staliañ evel mezeg e Shrewbury. Piv en defe soñjet en dije graet e mab bihan enklaskoù war diazezou disheñvel met gant ar memes c’hoant kompren amzer kozh ar vuhez se, un hanter kantved goude. Ne oa ket gwall kredapl e roadou da Erasmus evit ar mare. Gant Lamarck e oa muillorc’h sirius an oberennou theorikel evit ar memes mare.

D’an 12 a viz c’hwevrer er bloavezh 1809 e vo ganet Charles Darwin en e geriadenn Shrewsbury. Pempvet bugel ar familh e oa ha koulskoude e vo trawalc’h a arc'hant da vagañ ha da sevel. Plijet tre e vo en e yaouankiz o tastum mineraloù pe zanvezioù a bep seurt, e un doare nann-skiantel a-benn e renkañ en e lerc’hiou dezhañ. Lenn a raio a bep seurt traoù ha dreist-holl pezhioù-choari Shakespeare. Pa’z eo kresket en deus tremenet kalz a amzer vak o marc’hega pe o chaseal gant e fuzulioù en natur. Setu e teuio da vezañ kizidik a walc’h ouzh e endro hag e chomo gant ar blijadur de sellet a-hed e vuhez pad. Pa vo ar mare da studiañ (16 bloaz) e vo kaset da Vro-Skos e kêr Edinburg evit ar studi mezegoniezh, met an doare-se da labourat na zedeno ket anezhañ. Krediñ a rae e vefe roet gant e dad madoù a-walc’h hag e c’hellfe bevañ en e aes a-walc’h gante.A-wechoù e vo rediet da ziskejañ loened hag ne blijo ket kalz dezhañ gwelet liv ar gwad o flistrañ. Ar c’hoant da vezañ mezeg a vo pellaet gant an div vloavezh tremenet da studiañ hag e tivizo donet endro d’ar ger en ur geriadennig(Cambrid) trankilig ha bezañ beleg, setu e ranko lenn al levr Pearson on the dogme. Ar menozh krediñ e traou nann displegus na zirenko ket anezhañ met koulskoude e vo taget gant an ortodoxed evit e c’hoant da zont beleg. Dre chañs ec’h anavezo ar c’helenner Henslow barrek kenañ war ar skiantoù, hag a vo mignon gantañ, tremen a raio amzer ivez da zastumm loened iskis evel ar “coleopteres”, ul labour dastummadeg hir hag a basianted. Ar c’hoant a teuio gantañ da ledanaat ar gwiziegezh war dachenn ar skiantou naturel, gant al levriou skiantoù naturel. Kenderc’hel a raio da chaseal, tri bloavezh tremenet e Cambridge a vo ar bravañ prantad eus e vuhez a vo rak e vo yaouank yac’h-pesk ha ne vo ket c’hoazh tapet gant e c’hleñved iskis hag a vo gantañ betek fin e vuhez. Beaj ar vag beagle…Annezañ a raio en ur ranndi e Londrez, komz a raio dirak izili kevredigezh ar reier(ar Society of geology) hag asanted e vo moulañ Zoologiez beaj ar Beagle. E 1838 eo bet skrivet dija linennou pouezhus war menozhiou an emdroadur hag an treuzkemadur, hag a savo tamm pe damm e deorien war an emdroadur. D’ar c’houlz-se e chomo hep embannn e deorienn, graet diwar ar rentan-kont eus e veaj war an inizi er pol su. Dimeziñ a raio d’ur genitervez dezhañ ……Prezidant ar Royal Society of London e teuio e 1839, gwelet a raio kalz lyell, gantañ e c’hello tabutal diwar-benn kudennou geologiezh. Lenn a raio Lamarck hag e dad kozh erasmus Darwin, Zoonomia the organic life. E 1842 e vo embannet ul levr war foñs ar moriou koralian. Em staliañ a raio e Down House gant e wreg. E 1844 e vo eil prezidant ar Geological Society. Bugale eleiz en devo, un dek bennak en ugent vloaz, met tri a varvo en e raok. Embann a raio e 1844 e dizoloadennou war an inizi volcaneg gant ar Beagle. Wallace a skrivo ur pennad war lezenn ar spesadou nevez. Evit Lyell e vo poent bras da Darwin skrivañ war teorienn emdroadur ar spesadou rak e c’hello koll ur priolded reizh. Wallace a liammo an emdroadur gant ar selektadurezh sexel. Wallace o vezañ re dost da d er penn, kenver ar mennozhioù, doare prederiañ kentañ a vo kemeret vel un enebour gantañ ase ne glasko ket en em zizober pe enebiñ d'un enklasker yaouankorc'h met mont pellorc'h ha tremen anezhañ, evel ur seurt redadeg. Goude se o devo ur mignoniezh braz kenetrezo .

Ar veaj war ar Beagle kemmañ

E miz C’hwevrer 1858 e za an naturalour Alfred Russel Wallace da veajiñ er broiou pell war an Ternte. Skrivan a raio ul lizher da Charlez Darwin war dreistbevans an hini barrekañ. Goulennet e vo digant Darwin reiñ al lizher da Lyell da c’houde. Anzav a raio Darwin ez eo al lizher se un diveradenn eus e venozioù. Diwar ar pezh a sonjo Lyell e vo embannet gant Darwin un diell war orin ar spesadoù. Hag e teuio e labour pennañ war mennozh an emdroadur, setu e vo graet e deorienn.11 bloaz warlerc’h an deorienn kentañ e vo klasket gantan da gomz eus an den hag ar selektadur liammet d’ar sex, ar pal kentañ vo da stagañ pe adstagañ an den d’al loen der genealogiez. Klask a raio displegan istor ar spesad denel, sonjal a raio ivez ez eus un emskiant o trein. Dre se eo chenchet penn d’ar vaz rak eo kemmet spered an den ar c’hoant a zo deuet gantan da sikour e genseurted, parean ar re glanv, rein d’ar spered ar gwir da sonjal, lakkat da ensavadur ar sikour hag ar yerc’hed, ur sikour sokial a vez roet d’ar re diheriet. Tout ar perzhiou se hag a vez gant an den a lak anezhan da vont a enep d’ur selektadur reizh. Evit Darwin e vo kevatal an bloaz war lerc’h an deorienn kentan e vo klasket gantañ da den d’ul loen hag e vo diaesoc’h c’hoazh evit ar re re lorc’hus da c’hellout soñjal kompren e deorien. Eveljust ne c’hello ket Darwin respont d’ar seurt goulennoù met 50 bloavezh goude e vo dizoloet ar geneteg hag an holl prouennou o lavar e oa ar gwir dre vras gant Darwin. E fin an XIXvet kantved e vo a-du an Iliz evit anzav n’eman ket teorienn an emdroadur a-enep kren an deorienn biblek. Darwin a labouro war e dezennou betek e varv d’an 19 a viz Ebrel 1882.

Savet eo bet gant e deorienn ur gwir zisparti a mennozhioù etre ar re skiantel, relijiel hag pep hini en deus hiziv komprenet an dibenn eus an teorienn met fin ebet ne vo.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. DARWIN Charles, On the Origin of Species by Means of Natural Selection, or the Preservation of Favoured Races in the Struggle for Life, John Murray, London, 1859 - Penguin Classic, 2009 ISBN 978-0-14-043912-0 (en)
    De l'origine des espèces au moyen de la sélection naturelle, Maspero, Paris, 1983 ISBN 978-2-7071-1169-2 (fr)
    • Kenrouedad : Association des Bibliophiles Universels (fr)