Andy Warhol

Andy Warhol a oa un arzour amerikan ganet d'an 6 a viz Eost 1928 e Pittsburgh ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1987 e New York. Andrew Warhola a oa e anv ganedigezh. Brudet eo evel livour ha filmour hag unan eus arzourien bennañ ar Pop Art e oa.Tabut a zo savet alies tro-dro d’e oberenn, met gwelet eo evel unan eus arzourien bouezusañ an XXvet kantved. Kalz diskouezadegoù, levrioù, filmoù... a zo bet savet diwar-benn e benn abaoe m’eo marvet e 1987.

Andy Warhol (1977)

E vuhez kemmañ

E 1928 e voe ganet Andrew Warhola e Pittsburgh (Pennsylvania). E 1933 ez eas d’an Elementary School. E dad a varvas e 1942, goude bezañ chomet klañv e-pad 3 bloaz. E 1945 ec’h echuas e skoliata, hag e tapas un diplom High School.

Etre 1945 ha 1949 e studias e Carnegie Institute of Technologie hag e tapas un diplom Bachelor of Fine Arts. E-pad ar studioù-se e krogas da dresañ dre implijout taponoù. E 1949 e tilojas da New York hag e krogas da labourat evel tresour bruderezh evit Vogue ha Harper's Bazaar. Er memes koulz e reas e dresadennoù kentañ evit ar stal votoù I. Miller. Kinklañ a reas ivez ar stal vras Bronwit Teller. Kemmañ a reas ivez e anv : Andrew Warhola a zeuas da vezañ Andy Warhol.E 1952 e reas e ziskouezadeg kentañ e Hugo Gallery (New York). Etre 1953 ha 1955 e krouas dilhad evit ur strollad c’hoariva. D’ar mare-se ivez e krogas da wiskañ ur berukenn aour-gwenn, hag a zeuas da vezañ arouez e bersonelezh. E 1954 e tiskouezas e oberennoù el Loft Gallery (New York). E 1955 e labouras kalz evit bed ar bruderezh, hag e tresas kartennoù Nedeleg evit stalioù liesseurt, Tiffany's en o zouez. Un darn eus ar c’hartennoù-se a weler e-barzh Greetings from Andy (Warhol) Christmas at Tiffany's. E 1956 e reas div ziskouezadeg : er Bodley Gallery hag e Madison Avenue. Er memes bloavezh e reas tro ar bed.Gant ar bruderezh en doa ijinet evit Miller e tapas medalenn an « Thirty Fifth Annual Art Director's Club Award's ». Priz an « Art Director's Club medal » a dapas er bloaz goude, bepred evit ar bruderezh savet gantañ. E 1957 e krouas ivez un embregerezh, gant ar pal merañ ar bruderezhioù savet gantañ.

Pop Art, Factory ha The Velvet Underground kemmañ

E 1960, e reas e daolennoù kentañ, levezonet gant arz ar c'homics, dres er memes koulz ha Roy Lichtenstein. An daou anezho a gemeras perzh en un diskouezadeg e 1962. En diskouezadeg-se, anvet The New Realists in New York, e voe ivez arzourien c’hall (Yves Klein, Niki de Saint Phalle...). Livañ a reas e voestoù soubenn Campbell's kentañ, ur rummad Dollars hag e serigrafiezhioù kentañ diwar-benn an dud vrudet. Irving Blum, rener ur stal-taolennoù e Los Angeles, a ziskouezas 36 boest soubenn hag e prenas anezho-holl. Un diskouezadeg a reas Warhol e Eleanor Wards Stable Gallery (New York).Stagañ a reas ivez gant e rummadoù diwar-benn ar marv hag ar gwallreuzioù. En ul labouradeg dilezet e tigoras e Factory e 1963. Ur stal labour hag ur studio enrollañ evit e filmoù e voe war un dro. Eno e krogas ar strollad The Velvet Underground, ha Warhol a broduas anezho. Er Factory e savas meur a film, holl anezho taolioù-arnod, hep danvez pe senario ebet, ha savet war ar prim peurliesañ. Unan anezho a zo anvet Sleep, hag e tiskouez un den o kousket e-pad 20 munutenn. Warhol a implijas a film-se 18 gwech da heul, hag e savas neuze ur film 6 eurvezh.E ziskouezadeg kentañ en Europa a voe e 1964. Ur banell voger anvet Thirteen Most Wanted Men a ijinas evit diskouezadeg hollvedel New York. Met goloet e voe an oberenn gant livaj, rak ne voe ket degemeret gant an dud.Ur rummad serigrafiezhioù a reas, diazezet war boestoù ketchup Heinz pe re lisiv Brillo.E 1965 ec’h embannas e felle dezhañ chom a-sav gant al livañ ha filmañ nemetken. Lod brasañ e filmoù a savas neuze etre 1966 ha 1968, en ur genderc’hel da genlabourat gant The Velvet Underground.D’an 3 a viz Even 1968 e tennas Valerie Solanas gant ur bistolenn war Warhol, er Factory. Ne voe ket tizhet gant an daou denn kentañ, met an trede hini a dizhas anezhañ hag e toullas e skevent, e stomog, e avu hag e gorzenn-voued.Solanas a dennas neuze war Mario Amaya (buruteller arzoù ha mignon Warhol) hag ivez war Fred Hughes (impresario Warhol). E metoù underground ha VIP e voe Warhol er mare-se, hag e 1969 ec’h embannas skouerennom kentañ e gelaouenn, Interview he zitl.Etre 1969 ha 1972 e reas un nebeud oberennoù, diwar c’houlenn mignoned dezhañ pe perc’henned stalioù-taolennoù.

Dibenn e vuhez kemmañ

Bez Andy Warhol e John the Baptist Byzantine Catholic Cemetery, Bethel Park, Pennsylvania

E 1972 e krogas da livañ en-dro, hag e reas poltredoù dre serigrafiezh, re Mao Zedong da skouer. Ouzhpennañ a rae livioù en ur jestraouiñ. Taolennoù difetis a reas ivez, gant livaj oksidet. Ur bern tud a c’houlennas gantañ sevel taolennoù.Ar rummadoù Skulls ha Still Life (morzhol ha falz) a livas e 1976. Etre 1979 ha 1980, e tistroas da demoù brudetañ e oberenn (Campbell's Soup, U.S. dollar Sign, flowers,...). E 1980 e produas klipoù video hag e krouas e chadenn skinwel Andy Warhol TV. Lakaat a reas embann ul levr ivez (POPsim, The Warhol's 60s).Etre 1982 ha 1986 e reas e oberennoù diwezhañ, diazezet war oberennoù klasel evel Ganedigezh Venus (Sandro Botticelli) pe Koan Sakr (Leonardo da Vinci). E 1986 e reas e Selfportrait diwezhañ, hag ur rummad poltredoù Lenin. Mervel a reas e New York d'an 22 a viz C'hwevrer 1987.

Filmoù kemmañ


Liamm diavaez kemmañ


]