Robert Fico (distaget [ˈrɔbert ˈfitsɔ] e slovakeg ; Topoľčany, 15 a viz Gwengolo 1964) zo ur politiker slovak hag a zo kentañ ministr Slovakia abaoe miz Here 2023. Er garg-se e oa bet div wech c'hoazh, etre ar 4 a viz Gouere 2006 hag an 8 a viz Gouere 2010 hag etre ar 4 a viz Ebrel 2012 hag an 22 a viz Meurzh 2018.[1].

Robert Fico
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSlovakia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Fico Kemmañ
Anv-bihanRobert Kemmañ
Anv-familhFico Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Gwe 1964 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTopoľčany Kemmañ
PriedSvetlana Ficová Kemmañ
Yezh vammslovakeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetslovakeg Kemmañ
Lec'h orinItalia Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
ImplijerComenius University Kemmañ
Bet war ar studi eFaculty of Law at Comenius University in Bratislava, UCL School of Slavonic and East European Studies Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel, Bratislava Kemmañ
Strollad politikelDirection – Social Democracy Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2014 Slovak presidential election Kemmañ
Relijionlapsed Catholic Kemmañ
Ezel eusParliamentary Assembly of the Council of Europe Kemmañ
Ideologiezh politikelpopulism Kemmañ
Darvoud-alc'hwezattempted assassination of Robert Fico Kemmañ
Prizioù resevetOrder of the White Lion Kemmañ

Ezel eo eus ar strollad Smer–sociálna demokracia (SMER-SD) ha trec'h e voe en dilennadeg kannaded e 2006, gant ouzhpenn 30% eus ar mouezhioù[1].

E 1986 ez eas e-barzh Komunour Tchekoslovakia ; e 1999 e savas e gostezenn dezhañ anvet SMER hag g e 2006 e voe trec'h en dilennadeg kannaded. Trec'het e voe e 2010 gant strolladoù eus an tu-dehoù ha tu-kreiz, met e 2012 e teuas e penn ar vro evit an eil gwech, evel kentañ ministr. E 2016 ez eas ar maout gantañ adarre.

War an dachenn bolitikel e embann bezañ eus an tu-kleiz, sevel a ra a-enep levezon ar Stadoù Unanet en e vro hag a-enep sikour, gant arc'hant ha gant armoù, Ukraina en he stourm a-enep Rusia.[2]

Klask e lazhañ kemmañ

D'ar 15 a viz Mae 2024 e voe tennet warnañ, e Handlova, goude un emvod politikel eno, ha kaset e voe d'an ospital. Ar skrivagner slovakek Juraj Cintula eo an hini en doa tennet warnañ evit e lazhañ ; harzet e voe diouzhtu[3].

Notennoù kemmañ